Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Malou : Daghestaniz a laere dilhad er stalioù, kondaonet int bet

Paourkaezh ! Rediet int bet da skampañ kuit eus Bro-Zaghestan rak ne felle ket d’an tad ober e goñje en arme ! Neuze, paeet o deus un treizher ha setu tout ar familh erruet e Breizh !

Hag evit trugarekaat ar vretoned da vezañ degemeret anezho e laeront er stalioù. D’an 12 a viz meurzh eo bet gwelet an tad, ar vamm hag ar vamm-gozh war parkva ar greizenn kenwerzhel “Le Cézembre” e Sant-Malou. Amañ e oant abaoe deizioù dija, o kantreal hag o furchal. hag o laerañ ! Pa vo serret ar vandennad gant ar boliserien e vo kavet en o c’harr-tan sac’hadoù a dilhad laeret e tri stal eus ar greizenn.

“Laeret hon eus dilhad evit gwiskañ hon daou vugel” emezo. Che ! 30 bragoù, 11 chupenn, 50 ticheurt, 8 sae, kreskiñ a ra buan ar vugale en Daghestan ! Hag ar paourkaezh mamm-gozh a zo e Bro-C’hall abaoe 13 vloaz. C’hwec’h gwech eo bet kondaonet dija evit… bezañ laeret ! Evit he bugale vihan moarvat…

A-benn ar fin eo bet kondaonet tout an dud d’an 2 a viz ebrel gant lez-varn Sant-Malou. Pevar mizvezh gant goursez evit ar c’houplad, mod-se e c’hellint kenderc’hel da laerañ trankilik. Ha pevar mizvezh evit gwir evit ar vamm-gozh. Ha mont a raio en toull-bac’h ? N’eo ket sur tamm ebet…

Den ebet n’en deus bet un OQTF bennak… Setu chañsoù, “pepitoù” evit Breizh, petra ‘ri ?

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malou : Ur c’hlasad Ulis hep kelenner e-pad mizioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malou : daou lojamant feurmet dre vBooking gwastet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Hag ur gwall-daol a zo bet diarbennet e Sant-Malou ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-MALO

Un Albanad tamallet da vezañ e penn an trafikañ dramm e Bro Sant-Malou

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sociétal, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : Ur “verenn-enderv an emvrudoù” aozet gant ar Planning Familial

Découvrir l'article

Ensauvagement, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : “Te a baeo, Doue an hini eo a ziviz !”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malou : ur c’houblad a “gantreourien” o c’hortoz e brosez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-MALO

Sant-Malou : an “travesti” hag ar “galon arc’hant”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malo : an “trouplad” a dro da fall

Découvrir l'article

Ancenis, DOUARNENEZ, E brezhoneg, LANNION, Santé, ST-MALO

Ankiniz, Josilin, Lannuon, Sant-Maloù, Douarnenez : an ospitalioù war-nes tarzhañ ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky