Henbont (Bro Gwened) : ur skol Diwan pe pas ?

Publicité

A-c’houde daou vlez ema difennourion ar berton é klask sevel ur skol Diwan ‘ba Henbont. Mes diaes e oe an traoù get an ti-kêr doc’h a ouiomp. Ar vaerez, Michèle Dollé a zo ag an Alzas ha ne ouia ket berton. Alzasianeg ne ouian ket. Mes n’eo ket a-enep hor yezh kar traoù vez groeit ‘ba Henbont aveit ar berton. E 2016 da skouer e oe bet roet ur priz aveit he folitikerezh lan a youl. Mes amzer ar vugale hag hini an ti-kêr n’eo ket ar mem tra.

Krediñ a rae ur strolladig tud tolpet b’ar gevredigezh « Bugale ar Blavezh » e vehe moaien digoriñ ar skol kerkent hag e miz gwenholon a za mes n’o doe ket kavet an ti-skol. Soñjet e oe gete e vehent bet sikouret get an ti-kêr dre feurmiñ dezhe ur lojeiz : kreizenn-dudi Kerpotence, mes blev. Reve an ti-kêr n’eo ket azasaet ar lec’h aveit ur skol, surtout ma faotañ d’ar gevredigezh he digoriñ e miz gwenholon. Re gompliket ! Labourioù a zo d’ober hag argant da lakaat a-barzh. Ha berr an argant aveit ar strollegezhioù lec’hiel ‘ba mare-mañ.

Doc’h o zu, e vez lâret get an emsavourion ema an ti-kêr é tortihiñ hardizh. « Atav e vez kavet digarez toull ha pa vez kaoz ag ar berton » a lâr-gi.

Da c’hortoz, ema « Bugale ar Blavezh » é klask un ti bennak. Ur galv zo bet lañset.

[email protected]. Pgz : 06 23 35 92 85

Illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025 dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Gwened : sinet ar garta « Ya d’ar Brezhoneg » get ur gevredigezh studierion

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.