Savet en doa klemm e 2023 da achuiñ ken feuls e oa e dud outañ hag ouzh e c’hoar-vihan : un den en oad a oa dirak e dud hag e dud dirak ar barner ar sizhun diwezhañ e lez-varn Dinan. E-pad bloavezhioù e oa bet skoet gant an daou vugel gant o zud, dreist-holl pa ne oa ket graet mat an deverioù.
Dirak ar barner e tispleg an tad, ur poliser anezhañ, e oa feuls ar c’houplad abalamour d’an « diferañsoù sevenadurel » rak « malgach eo e wreg ». Trelatet e seblant bezañ ar vugale ha diaes d’ar gerent bezañ mestr warno. Ha dibaset an tad abalamour d’an emgavioù gant ar servijoù sokial, ar psikologourien. Met re bell eo aet an traoù. Eüruzamant ez afe gwelloc’h abaoe m’en deus dilojet ar familh en un ti war ar maez. Pep hini en deus plas a-walc’h bremañ.
Reklemet en deus c’hwec’h mizvezh a doull-bac’h gant goursez gant ar parked. D’an 20 a viz mae e vo embannet ar varnadenn.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine