Petra a c’hoarvez ‘ba Pluverin ?

Pluverin zo ur gêrig just ‘ba-tal Logunec’h, e kreiz ar Morbihan. Dibaoe sizhunioù e c’hoarvez traoù spontus ‘b’ar gêrig-mañ : 4 karr-tan a zo bet lakaet tan enne e kreiz ar bourk, un ti a zo bet hanter-zevet, tud yaouank éc’h en em ganiñ ‘ba kreiz ar straed, poezon aveit ar razhed strewet ‘ba lec’hioù zo. Hag e-raok e oe bet klasket forsiñ dor kantinen ar skol ha meur a dra e-giz-se.

Fuloret ruz eo tud Pluverin evel rezon ha kavout a reont da lâret àr an ti-kêr hag ar maer. Met hemañ a respont e klask gober e seizh gwellañ ha n’hall ket staliiñ kameraioù eveshañ mod-se hep kaout aotre ar prefed ha nouspet komisionoù arall. Ha eñ é lâred ema an dud é troiñ foll a-gaoz d’ar rouedadoù sokial ha d’ur listenn anvet « Tu es de Plumelin si » ma vez an dud é vontiñ pennadoù.

Da c’hortoz, ema tud Pluverin é veviñ edan an aon é c’hortoz pesort ti pe oto a vo devet ar wezh-mañ…

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

A-benn miz gwengolo, ur c’hlas divyezhek e Plogoneg (Bro C’hlazig)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kenstrivradeg danevelloù : ha prest oc’h da skrivañ e brezhoneg war dodenn ar « c’hoad » ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.