E Kemper, e Ti an Holl (MPT), ez eus un diskouezadeg a fotoioù, er mare-mañ, anvet « Libre d’être… ». Dija an titl a ro ur soñj eus tem an diskouezadeg-mañ. 40 vloaz zo e vefe bet gouestlet d’an identelezh breizhad moarvat… « Libre d’être… breton » pe « Libre d’être… brittophone » met bremañ n’eus ket mui eus an Emsav broadelour rak pep tra a zo bet krignet gant ar wokism, deuet da vezañ krign-bev ur gevredigezh a-bezh.
D’ar 16 a viz ebrel e vo digorlid an diskouezadeg. Hag ur film a vo prezantet. « Je ne reprendrai pas la ferme » eo anv ar film dibabet gant an MPT. Sevenaet eo bet gant Aurélie Berlet. Prezantiñ a ra un den, Damien Rouxel poltredour an diskouezadeg, eus an Theil e Aodoù-an-Arvor. Eñ a oa sañset adkemer ti-feurm e dud. Ar pezh ne raio ket a-benn ar film kar plij a ra dezhañ an arzh. Normal ! Met aze ez eus ur mesaj all…kar Damien zo « queer »….kompren a rit…hag ez aio da c’horo ar saout gwisket evel ur plac’h ha livet e dremm. Setu, kavout en deus e identelezh dezhañ ha ret eo diskouez tout-se d’ar bed a-bezh hag a ranko bezañ bammet dirak kement a gouraj.
Evit kaout un tañva eus ar « mesaj » (e familh a seblant bezañ laouen kenañ !)
Skuizh gant se !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.