Lozaog (22) : Devezhioù kristen e brezhoneg e miz gwengolo

E miz gwengolo e vo aozet 6 devezh kristen e brezhoneg penn-da-benn e santual Kerien (parrez La Pernessae) e-kichen Lozaog. Gant ar c’hevredigezhioù Emglev an Tiegezhioù ha Feiz ha Breizh e vo aozet an devezhioù-mañ gouestlet d’ar feiz ha d’ar yezh.

Setu un tañva eus ar program :

8e30 Laodez 9e00 dijuni. Graet e vo gant “Pedenn an Iliz” (pourchaset e vo gant EaT ; degasit ho levr-salmoù embannadur Al Liamm ma c’hellit).

9e30 11e 30 oberiantizoù ar mintin : – kaozeadennoù war ar speredelezh kristen e Breizh, war an arz breizhek kristen, war ar Bibl… Kentelioù brezhoneg un tammig ivez. – enrollañ kanennoù zo a vo desket, pergen an tonioù latin hengounel e brezhoneg

12e30 pred aozet asambles ; amzer vak
14e troiadoù pourmen : chapel sant Gwenn, Kintin…
17e30 amzer vak
18e30 Gousperoù
19e30 Koan aozet asambles
20e30-22e Beilhadeg : kanaouennoù (degas e re) , c’hoarioù APLUD,… Salve Regina.

Moaien zo d’ar familhoù ha d’an dud a-hiniennoù, ar veleien ivez, ober ur weladenn deomp e-pad an devezhioù pe chom da gousket un nozvezh bennak hepken : n’eus diaester ebet met gwelloc’h eo kas keloù pa c’hellod. Plas a chom, dreist-holl evit ar wazed.
Koust : 35 euro an nozvezh + ur gwenneg bennak evit ar boued. 0298251072 [email protected]

Crédit photo : EAT

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Lozaog (22) : Devezhioù kristen e brezhoneg e miz gwengolo”

  1. Emglev An Tiegezhioù dit :

    Bennozh Doue deoc’h da vezañ embannet ar c’helou-mañ rak diaes-mat eo skignañ dirak an eneberezh…
    A-bouez eo en em gavout kig hag eskern, ober anaoudegezh evit mont war-raok.

    Kregiñ a raio da 12 eur d’al Lun 4 a viz Eost
    betek ar sadorn 9 a viz Eost 14 eur.

    Deuit evel maz oc’h !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Loudéac, Société

Lozaog (22) : Taget en doa merc’hed e kreiz kêr, ur penn-dramm kondaonet

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Plouarzhel (Bro Leon) : Kroaz ar Hiton adsavet

Découvrir l'article

BRIEC, E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Brieg (29) : unan eus daou « go-fastour » kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Loudéac, Société

Koadlinez (22) : un Termaji tamallet da vezañ laeret un greizenn deknikel leusket da vont

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Evenements à venir en Bretagne, Histoire, Local, Patrimoine, RENNES

Rennes : conférence sur les 100 ans de Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant : Kadarnaet eo bet get ar lez-varn diviz ar prefed diàr-benn manifestadeg « La Digue »

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Immigration, Local

Roazhon : repuidi skarzhet eus park Maurepas a zo bet kaset da Felger

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

Ar Redadeg a loc’ho eus Lannuon e 2026 !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Patrimoine

K barrennet, « al lizher verzet » : al levr

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, Patrimoine

An Alre : dao d’ar live 2 karta Ya d’ar Brezhoneg !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky