Lozaog (22) : Taget en doa merc’hed e kreiz kêr, ur penn-dramm kondaonet

Emañ Lozaog (« Loudia » a lavar tud ar vro) o cheñch ha n’eo ket war vat eo. E miz genver e oa bet taget teir vaouez e kreiz kêr Lozaog gant un den, gantañ ur c’huter. D’ar mintin, mod-se, dirak tout an dud ! Da gentañ e oa ur paotr en e 20 vloaz, ar bragoù diskennet, ar fulup en dorn, o pourmen er bourk. Ur vaouez hag az ae da labourat a welas an abostol hanter-noaz o c’hoari gant e lost ha gant ur c’huter. Mont a reas kuit ar vaouez hag e kavas bod er PMU a zo dirak Frañs Service.

Met war parkva Frañs Service justawalc’h e oa ur vaouez all. Mont a reas ar paotr daveti ha sevel ar biz, ar fulup hag ar c’huter. Stokañ a reas anezhi ouzh ar c’harr-tan ma oa digor an nor anezhañ. Kouezhañ a reas ar vaouez en oto. Met, etretant, e teuas a-benn da reiñ taolioù troad d’ar paotr hag a skoas anezhi d’e dro. Savetaet eo bet ar vaouez kar ur gamaladez dezhi hag a tegouezhas gant he c’harr-tan en ur c’hornal evit ober chou d’ar paotr. Hag eñ kuit. Met pelloc’h e welas ur vaouez all :  « Ro din tout an arc’hant a zo ganeoc’h ! » a huchas eñ outi. Ar vaouez a chomas sioul hag e respontas dezhañ trankilik : « n’eus tamm gwenneg ebet ganin, petra a c’hellan ober evidoc’h ? » Hag ar paotr souezhet ha leñvañ.

A-benn ar fin e arruas an archerien met pellig e oa ar c’hwilh dija kar… oc’h evañ e oa en un davarn un tamm pelloc’h !

Gant ar video evezerezh e vo kavet anezhañ buan. O chom e ti e vamm-gozh e oa met aon he doa ragañ kar dindan dramm ha boeson e veze noz-deiz.

20 vloaz eo ha dirak lez-varn Sant-Brieg e oa d’ar 25 a viz du. ‘Fin, ne oa ket evit gwir kar toullbac’het emañ e prizon Nancy evit un afer all : diskred zo warnañ bezañ palforset ur plac’hig vihan ! Ur c’hampion ! Dirak barner Sant-Brieg eo bet prezantet dre video-brezegenn.

Ne oa ket un den e-unan hag o klask bara : studier en ekonomiezh e oa ha fellout a rae dezhañ bezañ « marc’hadoù a gartennoù Pokemon » !

Dav e vo dezhañ gortoz un tammig ‘m eus aon kar aferioù all a zo war ar stern evitañ. Dav e vo dezhañ ivez paouez gant an drogach hag ar lambig.

D’ur vloavezh toull-bac’h eo bet kondanet evit hini Lozaog mui unan all gant goursez.

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Lozaog (22) : Taget en doa merc’hed e kreiz kêr, ur penn-dramm kondaonet”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Ha mont a yae gant ur lost hir pe ur pich youd? Sertenamant ur chañs evit Bro Frañs un Afghan.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Immigration, Local, Loudéac, Société

E Lozaog (22), an MFR a stumm ar studierien « a-enep ar ouennelouriezh »

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

A-benn miz gwengolo, ur c’hlas divyezhek e Plogoneg (Bro C’hlazig)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kenstrivradeg danevelloù : ha prest oc’h da skrivañ e brezhoneg war dodenn ar « c’hoad » ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.