Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Publicité

Stegn an traoù e-barzh Diwan er mare-mañ. An daou gen-rener hag ur renerez-skol a oa sañset bezañ skarzhet gant ar gevredigezh met hounezh a rankas en em zislavarout goude un tolpadeg dirak ar sez e Landerne d’an 3 a viz gouere hag ur c’houlzad protestiñ lañset gant ar sindikadoù CGT ha CFDT. Hervez ar pezh a oaromp e vefe fall-put an ergelc’h er sez, gant gopridi ehanet. Er skolioù ne’z afe ket gwelloc’h.

Petra lavarout ? Hag ur skol vreizhad eo Diwan c’hoazh ? Ur rouedad skolioù e brezhoneg, ya sur met krignet eo gant ar wokism hag ar gaochism. E-barzh an implijidi o klemm ez eus gaochisted, er c’huzul-merañ ez eus gaochisted, er skolioù ez eus gaochisted. N’eo ket ar gaochism ar gudenn nemeti a zo e-barzh Diwan rak diaesterioù a zo abaoe pell zo, met ar gaochism a vrein tout. Ur preñv eo. Ur preñv hag a grign ar c’horfoù m’en em silañ e-barzh.

Siwazh, mod pe vod, n’haller ket saveteiñ ar brezhoneg hep Diwan. Kousto pe gousto e tle Diwan chom bev, a-hend-all ne vo ket mui bugale desavet e brezhoneg.

A-hend-all, ez eus moaien sevel ur gevredigezh all, normal, na ruz na gwenn, ur rouedad skolioù hep ideologiezh met sizius ha breizhad da vat. Met se zo ul labour divent.

Publicité

Da c’hortoz hiroc’h, setu ar gemenadenn a zo bet kaset d’an 10 a viz gouere gant Kuzul-Merañ Diwan evit displegañ ar pezh a vo lakaet e pleustr evit cheñch penn d’ar vazh :

Kuzul Merañ Diwan a ginnig e follenn hent evit mont war-raok gant an enkadenn da vat

En deizioù diwezhañ ez eus bet meur a gemennadenn foran diwar-benn stad Kevread Diwan. Kuzul-merañ ar c’hevread en deus klevet ar prederioù bet diskleriet hag e fell dezhañ respont dezho.

Abaoe meur a sizhun emañ ar C’huzul-merañ o labourat evit lakaat e pleustr obererezhioù da respont d’an degouezh-mañ, war an dachenn denel hag ivez war an dachenn aozadur.

A-zivout ar riskloù psikosokial ez eus bet lañset difreoù gant servijoù yec’hed al labour, psikologourez al labour hag an ensavioù rekis evit ambroug ar c’hopridi/gopradezed ha gallout dizarbenn ar riskloù-se.

Diouzh an hentoù bet kinniget e-kerzh an Emvod-Meur Dreistordinal d’an 20 a viz Mezheven, emañ Kuzul-merañ ar c’hevread o kenderc’hel gant al labour a-benn lakaat e plas ur skoazell diavaez evit harpañ Kevread Diwan en e labour da gas da benn an emdroadurioù ret. Ar skoazell-se a ranko reiñ an tu da greñvaat hon aozadur, da sklaeraat roll pep hini, da wellaat red an titouroù ha da suraat an doareoù da gemer divizoù. Kement-se a skoazello ivez, a-benn ar fin da hevoud an dud a-vicher en o labour hag a vo ur gwarant evit ma padfe war hirdermen an obererezhioù kaset da-benn hiziv an deiz a-zivout ar riskloù psikososial.

War un dro, en deus divizet Kuzul-merañ ar gevread krouiñ ur bodad anvet “Dazont Diwan”. Bodet e vo enni merourien ha merourezed, gopridi.adezed, dileuridi a-youl vat eus ar skolioù hag ivez tud varrek diavaez d’ar c’hevread, evit sikour da gas an treuzfurmadur war-raok war hir dermen. He fal a vo anavezout an emdroadurioù ret, heuliañ chanterioù boulc’het hag al labourioù lañset, harpañ ar c’henemglev etre an holl re er c’hevread ha reiñ kontoù ingal diwar-benn araokadennoù al labour. Ar bodad-mañ n’he devo ket da gemer lec’h Kuzul-merañ ar c’hevread, a chom an hini nemetañ da gaout ar galloud da gemer an divizoù.

Ar pal zo ober war-dro abegoù don, deuet diouzh ar framm, d’an diaesterioù en devez ar c’hevread da dalañ outo bloavezhioù ‘zo ha sevel, holl asambles ur mont en-dro sklaer, seder ha padus. 

Edo saviadoù hiniennel ‘zo dindan argerzhoù a denn da wir al labour. Hervez redioù an implijer hag evit doujañ d’an dud a denn dezho, ne raio ket ar C’huzul-merañ evezhiadenn ebet diwar-benn an argerzhoù-se. Koulskoude e c’hallomp gwarantiñ deoc’h eo digemm ar skipailh-ren.

Ar C’huzul-merañ a zo glac’haret gant ar fed m’eo bet skignet titour diwar-benn argerzhioù hiniennel a-raok ne vijent echu. Ha gouzout a reomp en deus gallet kement-mañ kas nec’hamant e-diabarzh ar familhoù hag ar skipailhoù o labourat e Diwan, ha labourat a reomp ma vo graet war-dro heuliad an teuliad-mañ a-zevri ha ma vo meret d’un doare ken rik ha ken kuzhut ha ma vez ret.

Hor priorelezh a chom ar memes hini : suraat dazont ha padusted Diwan en ur wellaat mont en-dro ar C’hevread, bezañ e-kichen an holl skolioù hervez ezhommoù pep hini a-hed ar bloavezh, gwareziñ yec’hed ar skipailhoù ha krouiñ bemdez an divizoù hag an doareoù labourat a roio diazezoù kreñv, stabil d’ar mont en-dro ha fiziañs evit an dazont.

Trugarekaat a ra ar c’huzul-merañ an holl c’hopridi, an dud a-youl, ar familhoù, an harperien hag ar gevellerien a gendalc’h ganeomp hag a ra da zDiwan bezañ bev er pemdez. Emouestlet eo da genderchel gant al labour bet boulc’het gant atebegezh ha reiñ a raio keloù ingal d’an izili eus an araokadennoù a vo diwar an obererezhioù lakaet e pleustr.

A-benn ar fin, fellout a ra deomp asuriñ deoc’h emañ an holl dud a-youl vat, an holl dud a-vicher er skolioù, an holl dud a labour ha merourien ar C’hevread o labourat start evit prientiñ distro-skol 2026-2027 ha bezañ sur e vo kinniget d’an holl an degemer, ar c’helenn hag an doareoù labourat ar gwellañ a c’hall bezañ.

Kuzul merañ Diwan

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Meur a dra a vefe da laret en dro da Diwan! Un toul gochiasted. Abaoe 1945 an Emsav a zo liv roz, gwer lemonad…pelec’h ‘ma Mad evit ar Vro?… n’eus nemet sotinioù politikerien an tu kleiz! Va re er Gelvened hag a gomze e Brezhoneg bevech ne vote ket evit ar Re Ru, atav ur person pe an Ao Troadek, pe an Ao Salou pe ar mestr an Ao x (disoñjet eo an anv)…pell e oamp eus 2026.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

NANTES

Nantes : le campus du Tertre évacué, l’université dévastée après 4 jours d’occupation

brest

International, Sociétal

Cocaïne : la Colombie replonge dans la guerre de la poudre blanche

A La Une, Sociétal

« La France Demolition Man » : Laurent Obertone face à la domestication de l’homme occidental

pays-de-la-loire

Economie

Sobriété foncière : la chambre régionale des comptes épingle les Pays de la Loire

Sport

Route du Rhum 2026 : Pierre Leboucher prendra le départ de Saint-Malo aux couleurs de la recherche génétique

frelon_asiatique

Animaux, Environnement

Guêpes et frelons : des nids jusque dans les chambres d’enfants

Politique, Société, Tribune libre

Des lycéens demeurés ou l’échec d’une génération (et pas celle que l’on croit) [L’Agora]

Environnement

Pays des Abers : 2 000 personnes pour la première édition d’Agir pour l’Océan

Auto-Moto

Stationnement : 490 millions d’euros de forfaits encaissés par les communes en 2025

International

Entrisme islamiste : Strasbourg vote la fin des financements européens aux réseaux fréristes

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Difennerien ar yezhoù « rannvro » o deus manifestet dirak « site etrebroadel ar galleg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Ur sindikad nevez e-barzh Diwan

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Sociétal

Apprendre le breton : Roudour lance ses stages de 5 jours à Quimper et Lannion fin octobre

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, International, Patrimoine

Bro-Euskadi : un hent all evit an euskareg ofisiel ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Un nozvezh a feulster e Laval

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Insolite, International, Patrimoine

Bro-Alamagn : Abaoe 3000 bloaz, ur familh a chom er memes lec’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Langue bretonne. Un Irlandais de Belfast publie une histoire du breton à destination des anglophones

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Brezhoweb dévoile son agenda culturel en breton de la rentrée 2026 : livres, podcasts, musique et applications

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Patrimoine, Sociétal, Société

« Difi 1000 familh », ur bloaz dija !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education

Distro-skol : etre ar vugale ha n’int ket mestr war o nerzhioù, o zud torr-penn hag ar gelennerien gaochist, chañs vat d’ar re all !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.