Embannet eo bet n’eus ket pell zo gant ar c’hannad Paul Molac e vo savet « Faisons Bretagne ». Ur strollad politikel nevez. Ha gant ar strollad nevez-mañ e fell da baotr Ploervael stourm evit Breizh emren.
N’eo ket Breizh-Info a vo spontet gant ur strollad emrenour, anat deoc’h.
Met strolladoù emrenour all a zo e Breizh dija : an UDB ha Strollad Breizh (broadelour evit ar Strollad Breizh a-hervez). Unan zo eus an tu-kleiz hag egile eus an tu-dehou.
Ha hini ebet n’en deus an disterañ levezon bennak war ar vuhez bolitikel. An daou a zo « strapontisted » anezho : an hini kentañ war al listennoù eus an tu-kleiz gall hag an eil war al listennoù eus an tu-dehou.
Paul Molac a zo bet dilennet, ar wezh kentañ, evel « distag diouzh forzh peseurt strollad politikel » met « mignon d’an UDB » memestra. Meur a wezh en deus lavaret petra a soñje eus an UDB goude-se met kenderc’hel a ra da labourat gant ar strollad memestra. E genlabourer er parlamant Victor Gallou a zo ezel pe bet ezel eus an UDB, da skouer, bet war ar renk evit ar Parti memes. Ha drol e vefe en defe cheñchet tu.
Lavaret en deus Paul Molac e vefe « Faisons Bretagne » eus an tu-kreiz-kleiz « evel m’emañ ar Vretoned » emezañ. Ma ! Er bolitikerezh n’eo ket an traoù evel m’emaint er momed M. a gont met an tuadurioù. Hag a zeiz da zeiz ez eus nebeutoc’h-nebeutañ a dud eus an tu-kleiz e Breizh ha muioc’h-mui a dud eu an tu-dehou. Tu-dehou-dehou ha n’eo ket tu-dehou pellañ. Hogen, bremañ an RN a zo deuet da vezañ ur meskaj etre an RPR gaullist eus ar bloavezhioù 80 hag ar PCF mod Marchais evit ar pezh a denn d’ar sokial ha n’eo ket eus an tu-dehou pellañ tamm ebet.
Met petra eo an « tu-kreiz-kleiz » evit Paul Molac ? Ur genlabourerez dezhañ, Laurine Orêve a oa kenlabourerezh evit ar strollad UDB-Tu kleiz keodedour-Ar Re C’hlas er gumuniezh-kumunioù Sant-Brieg Armor a-raok. Eus an tu-kreiz-kleiz eo, neuze, seurt PS ekolo adlivet e Gwenn-ha-du ? Arruet eo skuizh ar Vretoned gant se ‘m eus aon. Ma fell da Baul Molac mont gant an hent-se e vo un hent-dall a-dra sur, re-bar dur seurt « Frankiz Breizh » eus ar bloavezhioù 2020.
Gwir eo eo anavezet Paul Molac e Breizh ha brud vat gantañ partout abaoe e lezenn. Met petra a vo propozet gantañ hag a vo disheñvel-mik diouzh ar re all. Kristian Troadec en doa savet an MBP, eus an tu-kleiz-kreiz eñ ivez. Pelec’h emañ an MBP bremañ ? Ha « Oui la Bretagne » da c’houde ? Ha « Nous te ferons Bretagne » ? Ha pegen emsavioù berrbad all ?
N’eo ket ar strollad a zo diaes da sevel. Tri da seniñ ha daou da zañsal ha dao, partiet ar fest-noz ! Al linenn bolitikel hag a blijo d’ar Vretoned an hini eo a zo diaes da gavout. Ha diouzh ar pezh a wellomp bremañ, diouzh penaos emañ an ergelc’h politikel e Bro-C’hall e c’hellfe ober berzh ur strollad politikel emrenour eus an tu-kreiz-kleiz ya MET unan mod Danemark, da lavaret eo a-enep an enbroerezh. A-enep ar Ramplasiñ Meur. Amañ emañ ar gwir linenn frailh bremañ : piv zo evit ar Ramplasiñ Meur ha piv n’eo ket. Hag an dud, ar Vretoned evel ar re all, a vot evit se ha n’eo ket mui evit traoù all, ken stegn emañ an traoù pa vez kont eus an enbroerezh.
Petra a lavaro Paul Molac war an dalc’h-se : « arabat stigmatizañ, padamalgam, harz d’ar fachisted » me ‘bari. Setu amañ emañ an hent dall. Ne barifen ket ur blank war e strollad nevez a seurt se rak unan a zo dija evel se hag unan kozh, gantañ ur mekanik politikel : an UDB an hini eo mui ur bruzhunadur a strolladoù all eus an tu-kleiz pellañ. War-se perak sevel unan nevez hag a lavaro ar memes tra hag ar re all ?
Gwelet e vo petra a vo propozet gant Paul Molac met aon ‘m eus e vefe Faisons Bretagne ur « strollad all » ha n’eo ket « an hini mat » c’hoazh.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
5 réponses à “« Faisons Bretagne » : unan all pe an hini mat ?”
où se trouve la traduction en anglais ( ou français ) ?
Pour la traduction, on peut utiliser « Google translate » ou utiliser les outils linguistiques du site internet de l’OPAB (Office Public ar Brezhoneg).
Evit an droidigezh, an dra wellañ d’ober eo deskiñ hor yezh, ha n’eus ket ezhomm ken a droidigezh.
Da gentañ gant an UDB ha…goude gant Makronpoulos goude LIOT gant hor c’heneil Charles de Courson ha c’hoari mont dont gant ar Garta met un dra dispar e jiletenn neud liv glaz evel re Bro Glazik mes hopala brodadennoù Bro Vigouden! Diaes eo da gomprenn.
Pour comprendre le petit dictionnaire basique de Roparz Hemon sinon le dictionnaire de Vallée ou celui de Favereau moderne et bien documenté. Ou faire appel à Yamamoto qui donne des cours de breton.
N’eo ket gwall sklaer an afer, perak ur strollad nevez o vont war ar renk d’an dilennadegoù, pa vez deus an UDB dija. Ar mennozhioù politikel a vo ar memes re dre-vras, da lâret eo e vo war pep pastell-vro un den evit an UDB, unan evit Faison Bretagne, hag unan evit Strollad Breizh.
Da betra dalv kement-se ? Marteze en deus abegoù fetis, met poan em eus da welet ar pal.
Skrivit muioc’h a bennadoù a galite a-seurt-se e brezhoneg mar-plij, plijus eo da lenn gwir geleier ar vro ha n’eo ket fait divers nemetken !