Pour ha triñchon evit superterion Mélenchon eus an Emsav goude prezegenn Brekilien

Publicité

Treñket eo ar soubenn en Emsav goude prezegenn Mélenchon dirak 2000 gaochist e Brekilien d’ar 14 a a viz gouere.

Sklaer eo bet ar milioner ruz aze : Beuzet e vo Breizh en un « eko-rannvro » hag a yay betek Saint-Etienne ma ya an tu-gounit gantañ er votadegoù a zeu; dre-se, evel just ne vo ket adunvanet Breizh. En Emsav e oa kalz tud prest da heuliañ LFI evit ar votadegoù prezidant ha pour ha triñchon o deus bet ar wech-mañ ! Ne vern, lod a choazo da heuliañ ar pardon memestra pa vo komañset evit gwir ar c’houlzad-kabaliñ.

Breizhad int sur met kleizour int da gentañ !

Hoalet e oa bet gaochisted an Emsav gant ar pezh en doa lavaret LFI diwar-benn Korsika ha Kaledonia-Nevez. An enezenn gentañ he do ur statud a emrenerezh e kenkas ma vez dilennet Mélenchon e miz ebrel hag eben a vo lakaet dizalc’h diouzh Bro-Frañs en ur spered « didrevadennour ».

War-se e krede ar gaochisted e vefe « astennet » ar bolitikerezh-mañ da Vreizh. E gwirionez ne vo ket cheñchet tra evidomp. Geo ! Ne vo ket mui eus Breizh.

Arabat huñvreal ! Ar POI a zo e penn ar stur e-barzh LFI, da lavaret ar strollad jakobinañ eus an tu-kleiz pellañ. Dre guzh evel just kar trotskisted int. Hag ar pezh a dalv evit Korsika pe Kaledonia-Nevez diwar abegoù didrevannour ne dalvo ket evit Breizh, se zo sur. Ar re-se a zo politikerien pragmatek ha kinek : ma vez gounezet muioc’h a vouezhioù e Korsika int prest da reiñ ar pezh o deus c’hoant d’ar vroadelourien korsad gant ma c’halvint da votiñ evit Mélenchon d’an eil tro.

E Breizh, n’eo ket kreñv a-walc’h an Emsav ha n’en deus pouez ebet ar votadegoù. Adunvaniñ Breizh ? Er « c’hartcherioù » kollet eus Roazhon pe Naoned n’o deus ket foutr kaer eus se ha Mélenchon hen oar mat. N’eus netra da grignaat er c’hartcherioù evitañ gant seurt reklem.

Met arabat mourc’hoarziñ en tu-all d’ar rubikoñ. Petra vo graet evit Breizh gant an RN pa vo e Matignon hag en Elysée ? Araoket he deus Marine Le Pen diwar-benn emrenerezh Korsika met hag eo prest da vezañ ken « araokour » evit Breizh ? Anv zo atav da abolisañ ar rannvroioù e-barzh program an RN. Ha graet e vo a-benn ar fin ?

Arabat en em douellañ gant ar RN : tud zo a zo jirondin hag o deus c’hoant difenn Breizh, he yezhoù hag e sevenadur, tud emrenour a zo memes met ur gwir lobby jakobin penn-kil-ha-troad a zo ivez. Peseurt tu a vo e penn ar stur e miz ebrel ma vez gounezet gant Marine ?

Ar gaochisted a zo techet da grediñ en o huñvreoù gant Mélenchon met ni ivez a zo techet d’en em douellañ gant Marine diwar-benn aferioù Breizh. Bezomp war evezh ha kendalc’homp da zifenn troad ouzh troad mennad Breizh emren er metoù « patrioted » (gall, sik). Mignoned hon eus e-barzh. E strollad Ciotti da skouer e hañvalomp bezañ kalz digor o spered war se.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Pour ha triñchon evit superterion Mélenchon eus an Emsav goude prezegenn Brekilien”

  1. Guenael dit :

    C’est bien lassant de lire « les gauchistes » voire « les Gaochistes » quand en face il n’y a pas d’équivalent pour les gens de droite… Cela n’aide pas à se forger une opinion objective.

  2. John Smith dit :

    Guenael, il y a un équivalent : « les droitardés ».

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Politique

Présidentielle 2027 : même Terra Nova le reconnaît, Marine Le Pen gagne dans toutes les hypothèses de second tour

A La Une, Immigration, Société

Italie : Pas de mosquée monumentale ? Grève générale ! Le chantage de la communauté musulmane de Mestre

Santé

Don de moelle osseuse : en Bretagne, le nombre de donneurs a triplé en un an

Afrique du Sud

International

« Payez la taxe, et vous pourrez participer » : l’Afrique du Sud pousse la discrimination raciale économique un cran plus loin

International

L’Afrique réelle n°201. Bernard Lugan décrypte la crise de Ceuta et la guerre ethnique au Mali

A La Une, Politique

Présidentielles 2027 : le RN face aux refus des banques de prêter l’argent nécessaire au financement de la campagne électorale

International

« L’homme le plus dangereux d’Allemagne » : anatomie d’un montage médiatique

Sociétal

Le dernier train du Grand Orient

Culture, Culture & Patrimoine, International, Patrimoine

Un film en langue galloise à la Mostra de Venise

E brezhoneg, Economie

Chronopost : penaos lazhañ ur servij publik ?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Découvrir l'article

Politique

Notes de lecture

Découvrir l'article

E brezhoneg, Réunification

Skol an Emsav a dap he fegement evit netra

Découvrir l'article

Politique

Mélenchon, ou l’allant des hommes d’Histoire

Découvrir l'article

Politique, Tribune libre

Cette gauche qui confond élection avec manifestation [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Yann Tiersen : Mélenchon Akhbar !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Société

Korsika : Paris he deus bet lêr ar rektor

Découvrir l'article

Politique

Au Rassemblement national, Marine Le Pen prépare malgré elle le recours Bardella

Découvrir l'article

Politique, RENNES

Marie Mesmeur (LFI) : est-elle « multiculturaliste », « révoltée » ou « solidaire » ?

Découvrir l'article

Politique

Présidentielle 2027 : une radiographie de l’électorat de gauche révèle quatre familles divisées sur la stratégie, unies sur les objectifs

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.