Ar C’hallaoued er-maez c’hoazh ?

Publicité

Er Poc’her, tro-dro da Garaez dreist-holl, e weler tagoù « Ac’hem » pe « Ar C’hallaoued er-maez », un tamm mod « IFF » (I Francisi Fora) a weler stank e Bro-Gorsika.

Estreget tud ar bedig ha c’hoazh, den ebet ne oar petra dalv « Ac’hem » met ne vern, kenderc’hel a ra laboused noz da dagañ ar lizherennoù-mañ un tamm e pep lec’h er Poc’her.

Abaoe tarzh ar bloavezhioù 60 ha memes a-raok gant Breiz Atao e klever en Emsav ar lugan-mañ : Ar C’hallaoued er-maez.

E Korsika, e-kichen an IFF e weler a-wezhioù « AF » pe « Arabi Fora ». Biskoazh gwelet ar memes tra e Breizh. Eus an tu-kleiz eo an Emsav, arabat « stigmatizañ » ha « reiñ boued d’ar gouennelouriezh » evel just.

Ha padal, me zo sur e vo rediet an Emsaverien, ar gwir vroadelourien da genlabourat gant o c’henseurted c’hall deiz pe zeiz evit saveteiñ hor re hag hor revr. Evel e Bro-Iwerzhon pa tleo ar Lealourien hag ar Republikaned paouez gant o brezel evit saveteiñ an Ulster eus un enebour nevez.

Ar C’hallaoued er-maez ? Ya ! Ma vez abolisaet ar rannvroioù gant an RN pa vo Bardella pe Marine Le Pen ouzh ar stur. Aze e vo ur gwir « gasus beli » etre ar vroadelourien c’hall hag ar vroadelourien breizhad. Ma, da c’hortoz, e vo dav deomp tevel war hon disemglevioù, evit stourm asambles ouzh un enebour nevez. Evit sachañ hor c’hroc’hen hag hini hor familhoù ganeomp.

An enbroerezh an hini eo eo hon enebour nevez ha pennañ ha houmañ ne glasko ket gouzout hag aotroù Gall pe aotroù Breizhad omp. Ni zo holl begoù gwenn ha begoù kristen eviti hag hor bo, un deiz, ar memes statud : hini an dhimmitelezh. Sur ha n’eo ket marteze.

War an dachenn, evel Nicolas Battini e Korsika, hor befe emsav da skoulmañ emglevioù gant an RN ha Reconquête ha, war-se, da gaout ur levezon warno evit prientiñ an dazont e lec’h tagañ amañ hag ahont an digomprenus « Ac’hem ».

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

3 réponses à “Ar C’hallaoued er-maez c’hoazh ?”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Etrezomp n’eo ket ar c’hustum e bro Breizh lakaat maez re all dibaoe an amzerioù koz koz bewech an den estrañjour a zo bet reseivet mat ar c’hoant da c’houzout atav muioc’h a oa gant ar Gelted Kozh ha da c’houzout penaos e oa pell tre dezo. Ni atav dirak ar mor ganim ur spered digor a zo…

  2. Da_dad_zo_ur_forzer dit :

    Hini en deus savet an destenn ‘mañ zo ur pemoc’h louz ha bihan e lost.

  3. EAT Emglev An Tiegezhioù dit :

    Anat eo n’emaoc’h ket ganti. Dec’h edon en Naoned war blasenn ar Bouffay da 8 eur vintin : ne oa ken ‘met tud du. War dro 18 eur etre plasenn ar Roue ha plasenn ar Bouffay hag a-hed kae ar foz ne oa tost ken ‘met tud du.

    Evel-se emañ : ur fed eo.

    N’eus ken ‘met un dra d’ober : ober ganto, o c’hounid d’an aotrou Krist ma tilezint o relijion faos hag o gizioù fall : ar charia, gwask war an dud all… O gounid da relijion ar garantez hag o vroudañ da zilezel ar galleg evit sevel ur gevredigezh a nac’h kevredigezh an Ankou ar C’hallaoued, ur gevredigezh a gloto gwelloc’h gant al lezenn naturel hag ar garantez erbedet gant Jezuz.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

International

L’Oktoberfest victime de la police du vêtement : les décolletés jugés problématiques

Tourisme

Tourisme en Bretagne : une fréquentation stable, mais des retombées économiques en baisse

International

Comment la Hongrie a fermé sa frontière malgré les revers judiciaires de l’UE

Auto-Moto

Freinages fantômes : la Ligue de Défense des Conducteurs dénonce l’inertie du gouvernement

International

Libérations anticipées au Royaume-Uni : la suppression des peines IPP inquiète

Sociétal

Élever un gentleman au XXIe siècle : la politesse ne suffit pas

retraites

Social

Retraite : de plus en plus de seniors reprennent le travail, entre choix et nécessité

basque

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Sociétal

Un philosophe distingue « réalisme racial » et « mémoire ethnique » pour repenser l’immigration

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Réunification

Skol an Emsav a dap he fegement evit netra

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique, Réunification

Pour ha triñchon evit superterion Mélenchon eus an Emsav goude prezegenn Brekilien

Découvrir l'article

Sociétal, Tribune libre

Autonomie de la Corse et demain de la Bretagne ? Sans définition de ce qu’est le peuple breton, rien qu’une coquille vide

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Sociétal, Société

Perak ez eus kement a gaochisted er c’hevredigezhioù ?…

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local, Politique

D’an 20 a viz even e vo « gouel an otonomisted » e Karaez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

« Faisons Bretagne » : unan all pe an hini mat ?

Découvrir l'article

A La Une, Sociétal

War Raok face au cordon sanitaire : Padrig Montauzier défend une presse bretonne enracinée et dissidente [Interview]

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire

Nationalisme breton : un hors-série de Bretons très léger, orienté, et historiquement déséquilibré

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique, Tribune libre

Ur vroadelouriezh vreizhat nevez da ijinañ [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique, Sociétal, Société

Perak eo deuet an Triliv da vezañ un arouez a spered digabestr ha n’eo ket mui ar Gwenn-ha-du ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.