Lennit ar gazetenn « L’Incorrect« , niverenn ar miz-mañ. Warni ez eus un hir a atersadenn eus Charles Alloncle, penndaneveller ar bodad parlamantel war ar c’hleweled publik. Eñ a lavar e vez lonket muioc’h evit an hanter eus budjed minister ar sevenadur gant Frañs Television : 3 miliard ! E Breizh e klever alies ez a 80% eus budjed minister ar sevenadur da bParis, bremañ e ouzer ez a an darn vrasañ eus ar yalc’had da chadennoù tele ha ne vez ket sellet oute gant den ebet pe dost bremañ. Bremañ e vez sellet kentoc’h ouzh Netflix pe HBO ha n’eo ket Frañs daou gant ar re yaouank da skouer.
E berr komzoù ez eo Frañs Television ur gwir islonk evit ar C’hallaoued hag evit ar Vretoned.
Met perak n’eo ket bet profitet gant an Emsav eus ar reuz savet gant an afer Cohen/Le Grand evit sevel e vouezh a-enep an islonk-mañ hag an doare m’eo dasparzhet arc’hant ar sevenadur e Bro-Frañs ? Amañ e Breizh e vez atav berr an arc’hant pa vez goulennet ur gwenneg pe zaou digant ar minister evit saveteiñ hor yezhoù pe ur monumant bennak met tailhennoù arc’hant a vez dispignet e Paris evit Frañs Television. Moaien vefe bet da sachañ evezh ar Vretoned war an diforc’h a zo etre an arc’hant dispignet evit un embregerezh hag is-embregerezhioù staliet e Paris hag ar pemp blank a vez roet d’ar brezhoneg da skouer.
Allas ! N’eo ket an Incorrect eus al liv mat surawalac’h a-fed politikerezh. Me vefe bet ur gazetenn eus an tu-kleiz e vefe bet adskignet e bennadoù gant strolladoù ha pennoù-bras an Emsav. Met ur gazetenn eus an tu-dehoù eo, tu an diaoul evit ar c’haochisted.
Bremañ e ouzoc’h. Pa vo goulennet ganeoc’h ur yalc’had digant Minister ar Sevenadur evit ur raktres sevenadurel e Breizh, ma vez roet an drederenn pe un hanterenn eus ar sammad goulennet nemetken e c’helloc’h sellet ouzh « N’oubliez pas les paroles » war Frañs 2 d’an noz ha mod-se e welloc’h pelec’h ez eo bet dispignet ar peurrest !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
Une réponse à “Frañs Television : an islonk”
Frañs, bro an dispignoù hag an tailhoù, o vont d’an trede bed daoust dezhi o flutañ tout he boujedenn…