Bez Roparz Hemon a vefe en disherit

Publicité

Ur luc’hskeudenn a dro war ar rouedadoù sokial er mare-mañ, hini bez Roparz Hemon e bered Sant-Marzhin e Brest : Bez Roparz Hemon a vefe en disherit. Gweladennoù henchet a vez graet ingal er bered-mañ ha Gilles Cardinal, ur c’hazetenner, en deus graet ur poltred glac’harus eus bez hor skrivagner meur. Ur bez hag a zo aet da netra, koulz lavarout. Ur pannel a zo bet plantet gant an ti-kêr, memestra, evit degas da soñj d’an dud o tremen piv e oa Roparz Hemon.

Ar skrivagner en deus graet ar muiañ evit ar brezhoneg n’en doa na gwreg na bugel kar heñvelreviad e oa. Ha, daoust dezhañ kaout nized ha nizezed, ne vez ket graet ar pezh a zo d’ober gant e familh, anat. Un niz d’ar skrivagner, Jean Nemo, a oare piv e oa bet e eontr ha pegen pouezhus e oa bet evit istor ar brezhoneg. Met aet eo Jean Nemo d’an anaon n’eus ket pell zo.

Ha gallout a reer leuskel bez Roparz Hemon bezañ tennet eus douar Breizh un deiz bennak ? E Brest, ar c’hoñsesionoù bez a bad 50 vloaz. Roparz Hemon zo bet lakaet en douar d’an 10 a viz gouere 1978. D’an 10 a viz gouere 2018 e vo deuet ar c’hoñsesion d’he zermen neuze.

Poent eo ober un dra bennak !

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

4 réponses à “Bez Roparz Hemon a vefe en disherit”

  1. Kieffer dit :

    Rien dans l’article sur le grand écrivain qui fut surtout un collaborateur zélé des nazis.
    Permettez-moi d’avoir une pensée pour les résistants bretons et civils innocents qui furent les victimes du PNB et autres collabos.

  2. RAYMOND NEVEU dit :

    Enor ha gloar da Roparzh Hemon.Dirazon Geriadurig Breton-Français ha Français-Breton embannet ti Al Liamm. En amzer-se gant Ronan Huon posubl e oa embannet ul levr e gwir brezhoneg bremañ n’e ket mui posubl ! Ofis ar Brezhoneg a zo mestr e Al Liamm!!!

  3. Fañchig dit :

    Kempennet e vez ur wezh an amzer gant brogarourion, tud kar-o-yezh, avat. Warlene e oa ur strollad street-arzourion vroadelour eus Brest, anvet « An Ankou », o c’h ober war-dro.

  4. Gwilhmod dit :

    Alies e vez lennet e vije bet RH heñvelreviad.
    1- N’eo ket prouet. N’eus roud ebet en e skridoù. Ar fed ma oa bet o lojañ gant ur gwaz all ne brou netra ebet.
    3 – seurt lakadenn ne zegas NETRA e afer e vez dilezet.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.