D’ar lun 15 a viz even eo bet adlakaet an teirvet kloc’h d’he flas e penn tour iliz Sant-Vran. He div c’hoar a oa bet adstaliet kent. An deiz a-raok e oa bet benisaet ar c’hloc’h gant person ar parrez e-kerz an oferenn. Ur bern tud a oa en iliz evit gwelet ar c’hloc’h renevezet ha n’eo ket bep sul ez eus kement ha dud e iliz Sant-Vran. Met ur sul ispisial e oa. Kar graet he doa ar c’hloc’h un hir a veaj evit bezañ adkempennet : fiziet e oa bet d’un embregerezh ispisializet a zo e reter Bro-C’hall !
Fotoioù ar c’hloc’h hag an overenn
Foto : ti-kêr Sant-Vran
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.