Emañ ar vroadelourion iwerzhonad oc’h ober lu gant Lynn Boylan (Lynn Ní Bhoiighealláin), kannadez europa Sinn Fein anezhi, goude he frezegenn dirak kengor aferioù estren Europa dilun tremenet. Kroget he deus he frezegenn war an ton-mañ : « pec’hed eo n’hallan ket ober gant ma yezh din-me amañ » (da lavaret eo ar gouezeleg). Ar pezh zo, e c’halle hen ober kar ur jubennour a oa er sal ha (dam-)ofisiel eo ar gouezeleg er parlamant Europa abaoe bloavezhioù.
Respontet eo bet dezhi gant prezidantez ar c’hengor : « geo, gall a rit hen ober »
Hag ar Sinn Feinerez da respont, souezhet : « ah ok, met emaon o vont da genderc’hel e saozneg memestra kar n’em boa ket prientet [ma zestenn e gouezeleg] ».
Abaoe-se e vez graet goap outi war ar rouedadoù sokial er metoù broadelour iwerzhonad. Lynn Boylan pe « Ní Bhoiighealláin » a zo anavezet evit bezañ berr he iwerzhoneg ha, war un dro, bezañ a-du gant an enbroerezh, ar Palestin ha me oar. Betek difenn enbroidi zo a dlefe bezañ skarzhet eus Bro-Iwerzhon gant ar justis.
Daoust dezhañ bezañ avel a-du gantañ er Republik abaoe bloavezhioù emañ ar Sinn Fein o sachañ muioc’h-mui a gasoni warnañ ivez. Abalamour d’e wokism dreist-holl tra m’emañ ar Republik hag an Norzh o vezañ aloubet muioc’h-mui.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.