Kerne-Veur : ul levr nevez war ar c’herneveureg hag istor Dolly Pentreath

Publicité

Agan Tavas, ar gevredigezh a gas war-raok implij ha studiñ ar c’herneveureg e Kerne-Veur, a zo o paouez embann e vo embannet a-benn nebeut ul levr nevez war ar yezh ha Dolly Penthreath, ar vaouez eus Mousehole hag a vefe bet ar gerneveuregerez diwezhañ hervez ar vrud (ar pezh n’eo ket gwir).

Met piv e oa Dolly Pentreath ? Deus pelec’h e teue hi ? Hag ur Pentreath e oa evit gwir ? Piv e oa he zud, he zud-kozh ? Gant peseurt yezh e veze graet er familh ? Studiet eo bet diouzh ar munud buhez ar varc’hadourez pesked gant enklaskerien Agan Tavas.

Hag ar pezh a zo souezhus gant al levr-se eo eo bet skrivet gant un den eus ar familh Pentreath, Richard John « Jan » Pentreath, oseanografour a-vicher, un den brudet hag a gont e metoù biologiezh ar mor. Ur mab-bihan-bihan da Zolly eo ? N’eo ket sur met hi he doa bet ur mab (diwar an avañtur) da nebeutañ.

Dre studiñ istor Dolly Pentreath emañ studiet istor ar c’herneveureg d’ar mare-se gant Jan Pentreath. Setu ul levr da gaout en e levraoueg, kea ! Ha troet e vo e brezhoneg gant un ti-embann bennak ?

Foto : Pajenn Facebook Agan Tavas

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

Publicité

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Ha c’hoant ho peus da zeskiñ kerneveureg ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Kerne-Veur : ur skol-vamm divyezhek kerneveureg-saozneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Breujoù Kerne-Veur evit pobl Kerne-Veur : ar petision

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Broadelourien Kerne-Veur war ar pont

Découvrir l'article

E brezhoneg

Arabat dimeziñ e kerneveureg !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.