E Vallet, e Bro Gwiniegi Naoned, o doa diskroget gant ar labour impliji Lactalis e-pad daou zevezh. D’ar 15 ha d’ar 17 a viz gwengolo e c’halvas ar CGT an implijidi d’ober an harz-labour evit lakaat un tamm amman war c’horre. Aet eo ar sindikalourien e fulor pa ouijont ne vo ket aozet an NAO (Kevraouerezhioù bloaz ret) war ar goproù ar bloaz-mañ gant Lactalis. E miz even dija o doa manifestet implidi Lactalis evit ma vefe kresket ar goproù. +0,85% a oa bet gounezet gante. Prometet e oa bet d’en em welet en-dro e miz gwengolo gant ar rennerezh met nullet eo bet an emgav ganti ar miz-mañ.
Ar CGT a reklem e vefe roet kant euro muioc’h evit tout al labourerien.
Evit ar bloavezh 2025, ar strollad Lactalis en deus dislêriet ur gounid net kenstrolladek a 528 milion a euroioù. Se a dalvez ur c’hresk bras, war-dro 50 %, e-keñver ar bloavezh kent, a oa bet 359 milion a euroioù (ur bloavezh merket dreist-holl gant ur paeamant bras a 475 milion a euroioù evit klozañ un dizemglev gant ar stad gall diwar-benn an tailhoù).
Ma vefe roet 100€ ouzhpenn da bep implijiad eus ar pevar labouradeg Lactalis a zo e Bro-C’hall (Andrézieux, Lisieux, Coincy ha Vallet) e vefe dispignet 55 000 euro bep bloaz gant an embregerezh nemetken.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.