« Gra se en Afrikaans mar plij » : Orania a lid he yezh !

Ur gumuniezh emren eus dezerzh ar C’haroo, e kreizig-kreiz Afrika-ar-Su, eo Orania. Miliadoù a afrikaaners a zo o chom enni hep goulenn netra digant ar stad Su-afrikan rak emren-tre int. Betek produiñ o aluminiom dezhe ! Evit ober e annez e Orania dav eo bezañ afrikaaner a-orin, kristen -ezel eus an daou iliz brotestant a zo er gumuniezh- ha gouzout afrikaans. Ne vez ket komzet ur yezh all en Orania. Lod a lavar eo gouenelour Orania ha padal e sikour tud ar gumun ur gumuniezh Xhosa (ur bobl du) eus proviñs ar C’hap hag a zo o sevel ar memes seurt « danvez volkstaad » xhosa.

D’ar 14 a viz eost 1875, e voe savet ar « Genootskap Van Regte Afrikaners » (GRA) pe « Breudeuriezh ar Gwir Afrikaners » hag a bleustras war ar yezh hag ar sevenadur afrikaans. Hervezo ne oa ket an afrikaans un trefoedaj pe ur c’hreoleg izelvroiek met ur gwir yezh. Yezh ar bobl afrikaans ha netra ken.

Ar bloaz-mañ e vo lidet deiz-ha-bloaz krouidigezh ar GRA gant tud Orania e-pad sizhun : an « Taalweek » (sizhun ar yezh) eo anv an degouezh-se.

E-pad sizhun e vo dalc’het abadennoù ha sonadegoù en afrikaans nemetken en Orania. « Doen dit steeds in afrikaans asseblief » (Gra se en afrikaans mar plij) eo tem ar bloaz-mañ.

Ar program klok

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “« Gra se en Afrikaans mar plij » : Orania a lid he yezh !”

  1. Abgwenn dit :

    Bourrus a walc’h eo lenn pennadoù liesseurt ha pemdeziek e brezhonek. Kendalc’hit

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, VANNES

Morbihan : ur renour nevez aveit polis an departamant

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, VANNES

Gwened : laeret get paotred kailh ‘ba ur park

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Ha dilamet e vo ar c’heleier e brezhoneg diouzh an eurioù selaou bras war ICI Breizh Izel ?

Découvrir l'article

International

Un deuxième groupe de réfugiés blancs d’Afrique du Sud vient d’arriver aux Etats-Unis

Découvrir l'article

A La Une, International

Jaco Kleyhans : « La vie en Afrique du Sud devient de plus en plus difficile pour les Afrikaners » [Interview]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Locminé, Société

Petra a c’hoarvez ‘ba Pluverin ?

Découvrir l'article

International

Existe-t-il un génocide des Afrikaners en Afrique du Sud ?

Découvrir l'article

International

Trump met Ramaphosa face à la réalité : le cri des fermiers blancs d’Afrique du Sud enfin entendu à la Maison Blanche

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Italia : an emrenerezh evit ar « Valadas Occitanas » ?

Découvrir l'article

International

La charité à géométrie raciale : le cas révélateur des réfugiés boers d’Afrique du Sud

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky