Galv evit ma kendalc’hfe ar program evit ar c’hembraeg e Patagonia

En tu-all d’ar mor, e Arc’hantina, ez eus ur gumuniezh krembreiz o chom e Patagonia, a-hed ar ster Chubut. Mod pe vod e klask ar gumuniezh-se mirout he gizioù kozh hag he yezh, ar c’hembraeg. Setu perak ez a ingal kelennerien kembraeg eus Bro-Gembre en Amerika-ar-Su da gelenn o yezh da gembreiz tramor. Hogen, gant ar c’hovid ne oa ket tu ken da dreuziñ ar meurvor Atlantel. Abaoe miz meurzh 2020 n’eo deuet den ebet eus Kembre e Patagonia rak emañ Arc’hantina war listenn ruz ar broioù n’haller ket mont enno savet gant ar Foreign Office saoz.

Hogen, bez eus eus skolioù divyezhek spagnoleg-kembraeg e kumunioù zo eus ar Chubut hag ezhomm o deus kaout kelennerien barrek war ar yezh.

Ar re kaset warlene gant ar gournamant kembread a rankas labourat dre vizio gant o studierien e-pad bloaz, pezh n’eo ket aes. Spi o deus kembreiz « Y Wladfa » (An Drevadenn) e c’hellint kenderc’hel gant ar c’hentelioù kembraeg ar bloaz-mañ en o skolioù. Se zo kaoz o deus reklemet kelennerien nevez digant ar gouarnamant kembread.

50 000 kembread a-orin o deus graet o annez er Chubut (Patagonia). Etre kêrioù Gaiman, Trelew ha Trevelin emañ an darn vrasañ o chom. Etre 1500 ha 5000 kembraeger a zo c’hoazh. Teir skol gentañ derez divyezhek a zo er Chubut, unan e pep parrez :  Ysgol yr Hendre e Trelew, Ysgol Gymraeg y Gaiman e Gaiman et Ysgol Y Cwm e Trevelin.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, RENNES, Tribune libre

D’ar 17 a viz mae e vo ur vanifestadeg evit ar brezhoneg met… [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, LA BAULE, Local, Sociétal, Société

Ar Roc’h-Bernez (56) : panelloù istorel e skritur inkluzivel

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky