Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Brezhoneg” gant Bro Douarnenez (anvet “Douarnenez Kumuniezh”) diriaou dremenet.
Katell Chantreau, anavazet mat e bed ar brezhoneg, eo eil-brezidantez Douarnenez Kumuniezh e anv Ar Re C’hlas e-karg eus an treuzkemm ekologel. Dilennet e Pouldregad eo hi.
Sinet eo bet al live 1 evit poent, gant ar youl e vefe tizhet al live 2 a-barzh nemeur.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine