Dinan : ur c’hilo kannab er ranndi, an daou zen a zo laosket da vont gant al lez-varn !

Ur c’hilo kannab a zo bet kavet, armoù, arc’hant, pellgomzerioù hezoug, en ur ranndi eus karter La Bretonnière e Dinan d’ar merc’her 23 a viz du gant an archerien. Gouzout a ouzent e oa un trafik er c’harter-se met krediñ a raent e oa an daou zen serret laeron energiezh ha n’eo ket trafikourion dramm !

Koulskoude pa errujont er ranndi a welas ar soudarde an « danvez » hag an « dafar » ! Ouzhpenn da se, unan eus an daou gañfard a oa un Tunizian anezhañ hag a ranke kuitaat Bro-C’hall ! Ne oar ket galleg hag e oa e kêr zDinan abaoe miz nemetken !

Kaset eo bet kerkent an daou zen dirak al lez-varn gant ar soñj e vefent kondaonet ha kaset d’an toull-bac’h. Blev ! A-benn ar fin eo bet kondaonet unan eus an daou zen, perc’henn ar ranndi, da zek mizvezh toullbac’h, ha c’hoazh pemp anezho gant goursez. Pezh zo, n’eo ket kondaonet gant al lez-varn da zistreiñ da toull-bac’het, laosket eo da vont !

Hag an Tunizian ? Hemañ a zo kondaonet evit bezañ drammet ha n’eo ket evit an trafikañ, laosket eo da vont ivez ! Hag eñ dindan OQTF ! Petra ‘ri Loni ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, Local, Patrimoine, ST-BRIEUC

Plérin (22) a reçu le label « Ya d’ar Brezhoneg » pour ses actions en faveur du breton

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

BREST, Ensauvagement, Local, Société

Felliezh : ur gwall vloavezh e Penn-ar-Bed hervez ar prefed

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Machikoul (44) : dramm, armoù hag arc’hant sezizet

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.