An Henbont (56) : Didier zo marv, reoù arall a zo toemm dezhe

An holl dud ag An Henbont a anaveze Didier. Ur paotr aflijet en e 60 vlez e oa eñ. Ur gar dezhoñ a oe bet troc’het a-gaoz d’e yec’hed fall. En un deltenn staliet e park Kerbihan e oe é kousket an holl nozvezhioù. Marv eo Didier en penn kentañ miz kerzu, ken yen e oe an amzer d’ar mare-sen. Skornet. Na drist an traoù !

El rezon ne faote ket dezhoñ bout heuliet get ar servijoù sokial èl ur bouchad klaskerion bara èltañ na bout e oe heuliet get ur guzulierez ha prederiet e gar get ur c’hlañdiour ur sort mes pegen mantrus eo soñjal zo tud, bretoned a ouenn vat, èl Didier é kousket er-maez tra mah eus kement a estrañjourion, « repuidi » èl a lâront, é kousket e tier toemm. Greomp àr-dro hor re e-lec’h soursiiñ doc’h ar re arall, nondetoui !

Ur gevredigezh a zo e An Henbont. Lan a c’haochisted enni ! Seul gwech mah eus un estrañjour dibaper kaset d’e vro e huchont forzh pegement ! Hag hor re ‘ta ! Mizer a zo àr ar maez, forzh mizer ! Ha muioc’h-muiañ dibaoe ar C’hovid ! Familhoù a-leizh a vez é fritiñ mizer get an enkadenn ekonomikel mes n’int ket ekzotek a-walc’h aveit « madamed » ar c’hevredigezhioù sur-mat !

« Hor re e-raok ar re arall » ! Setu ar pezh a dlehe bout hor ger-stur !

Ra vo skañv douar Breizh aveidoc’h Didier

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “An Henbont (56) : Didier zo marv, reoù arall a zo toemm dezhe”

  1. Taliesin dit :

    Na pezh un dismantr alkent.

  2. Simonpierre Delorme dit :

    Mui oc’h mui a c’haochisted sot, mui oc’h mui a vourc’hizion « vacronizaet, » mui oc’h mui à diez-bankoù, mui oc’h mui a vizer ! Dihunamb, mar plij !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

A-benn miz gwengolo, ur c’hlas divyezhek e Plogoneg (Bro C’hlazig)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kenstrivradeg danevelloù : ha prest oc’h da skrivañ e brezhoneg war dodenn ar « c’hoad » ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.