Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Malou : an “travesti” hag ar “galon arc’hant”

Penaos e vez lavaret “travesti” e brezhoneg ? Treuzwisket ? Travelo ? Diaesoc’h-diaesañ kavout gerioù brezhonek a jaoj gant an froudenniezhoù a-vremañ…

D’an 11 a viz mae, e oa ur c’houplad dirak lez-varn Sant-Malou. Ar gwaz tamallet da “harellerezh spered” e-keñver e wreg. Ma…

Kejet o doa an daou bichon an eil ouzh eben war internet e 2021. Kolombianez e oa hi ha Breizhad e oa eñ. Buan-tre e tegouezhas an itron hag he mab e Sant-Malou ha graet an eured war-lerc’h.

Met kerkent e treiñkas a reas ar soubenn etre an daou bried. Hervez ar gwaz eo ur “galon arc’hant” ar Golombianez. “Kollet em eus pep tra” abalamour dezhi ha dispignet kalz betek tapañ arc’hant e kef e embregerezh. “Roet em eus tout ma madoù dezhi !”

Disheñvel arguzennoù ar “galon arc’hant” : “pemzek devezh a-raok an eured em boa netaet an ti hag em boa kavet dilhad merc’hed ha dreist-holl dilhad dindan”. Hag ar c’hasanova rediet da anzav dezhi e plije dezhañ “en em dreuzwiskañ e plac’h deizioù zo”. Un “travelo” e berr komzoù.

Hag hi da genderc’hel war ar memes ton : “nozioù zo, pa n’em boa ket c’hoant kaout joa gantañ e c’hourdrouze ac’hanon da vont da bolis an aer hag an harzoù evit ma vefe tennet diganin ma zeul chom”. Un travelo forser ?

Ha pemp ha pevar ha pemp ha pevar. Klask a reas breutaerez ar Golombianez prouiñ e oa “harellerezh spered” war he fratikez.

“Mod-se e vo aesoc’h eviti chom e Bro-C’hall ha dispartiañ” a respontas breutaer ar gwaz.

A-benn ar fin e voe laosket da vont ar paotr tamallet gant al lez-varn. Dre ziouer a brouennoù. Ha bremañ, an disparti !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Bro Felger : daou strollad c’hoariva laeret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : un Tunizian dindan OQTF a glask laerañ ur babig en ospital goude bezañ skoet gant ar vamm

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Local, Société

Brest : ar roumanian a zo diskred warnañ “gweladenniñ” an burevioù-butun a chomo en toull-bac’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

“Go woke go broke” : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Taolioù kontell e Luzevieg (44) : an den “gwazh eus komzoù gouennelour” kondaonet

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Informatique, Société

Kastell-Briant (44) : dek kamera ouzhpenn e kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky