Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

E parkoù Breizh e weler saout e-leizh. Met n’eo ket gouennoù Breizh evel gwechall rak Prim’Holstein eo an darn vrasañ anezho. Ur meskaj a ouennoù. Ne weler ket mui buoc’hed Naoned pe brizh-du, siwazh.

Abalamour da dud entanet gant gouennoù ar vro zo bet savetaet saout Breizh. Hag a vloaz da vloaz e vez ganet un niver dereat a bennoù chatal nevez. Evit saveteiñ ar gouennoù kozh.

Er bloavezhioù 60, da skouer, ne oa ket mui a saout brizhruz Karaez koulz lavarout. Met, ur c’houplad a vretoned harluet en Dordogn o doa kaset ganto un dropellad a saout vrizhruz. Diwar an tropellad-se e teuas a-benn skiantourion an UBO, Skol-Veur Breizh-Izel, da adsevel an ouenn. Ken eo bet lakaet peder anezho o peuriñ e traonienn Hyères e Karaez gant an ti-kêr. Ha d’an 13 a viz here e alas “Joséphine”. Ha setu ganet “Unan ruz” (e anv) ! An hini kentañ ganet e Karaez abaoe ar bloavezhioù 60 memestra !

An “Arvorigenned” a oa un ouenn a saout breizhad all. Tro Menez Arre, Pondi, Loudia a veze gwelet anezho gwechall. Nevez zo eo bet marilhet “Tayga”, ar 1000vet parez eus an ouenn, bet ganet e miz even 2022 e Plerger e Bro Sant-Maloù ! Abaoe miz meurzh emañ an Tayga-mañ e Sant, e Bro-Zol ma vo lakaet d’ober reoù bihan d’he zro moarvat.

Crédit photo : Drev_chez_Yannig_Coulomb_&_Gaëlle_Kerléguer (wikipedia)

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Dinan, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Tagoù, pneuioù toullet, gwerennoù drailhet, Orange Mekanik e Pleder (35)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Société

Bro-Euskadi spontet goude ur muntr eus ar grisañ

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled (Bro Gwinieg Naoned) : an Termaji a c’hwibe ar re gozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Zemmour e Korsika : ur spered digor pe digoroc’h war ar “c’hraf korsad”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Bro Felger : daou strollad c’hoariva laeret

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Local, Société

Brest : ar roumanian a zo diskred warnañ “gweladenniñ” an burevioù-butun a chomo en toull-bac’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

“Go woke go broke” : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky