Sant-Nazer : ur savadur a 12 estaj evit ar studierien er « Marok Bihan » ?

E Sant-Nazer ez eus savadurioù leun a estrañjourion. Karterioù e-leizh ma ne c’hall ket ar vretoned kavout ul lojeiz ken. Karter ar Bouletterie da skouer a zo deuet da vezañ un enklozadenn dindan an trafikañ dramm. Ma tistrofe tout an dud-se d’o bro e vefe moaien lojañ ar vretoned paour hag ar studierien. Rak, muioc’h-muiañ a dud yaouank a zeu d’ober o studi e Sant-Nazer. Ha diaesoc’h-diaesañ eo evit tud ar vro da gavout ul lojeiz.

Ha koulskoude e fell d’an ti-kêr sevel ur savadur a 12 estaj e kreiz ar « Marok Bihan », ur c’harter istorel (mui pe vui) eus Sant-Nazer, ur c’harter eus ar porzh ha n’eo ket bet  « adframmet » re.

Evel just o deus savet tud ar c’harter a-enep ar raktres-mañ. 44 ranndi a vo er savadur hag e vo lojet studierien skol an arzoù-kaer enno. Evit poent… un deiz e vo marteze poblañsoù all, « repuidi da saveteiñ », e-pad ar vakañsoù da skouer, met se ne vez ket lavaret gant luskerien ar raktres.

Ur c’henstroll a annezidi o doa savet klemm dirak lez-varn melestradurel eus Naoned. Hervezo n’eo ket diouzh al lezenn an aotre sevel rak un hir a siminal greantel rummet monumant istorel a zo just e-kichen.

D’ar 07 a viz kerzu e oa an daou du dirak ar varnererez hag e penn kentañ miz genver eo bet embannet an diviz : diouzh al lezenn eo an aotre sevel. Gallout a raio an ti-kêr hag Ofis Publik al Lojeiz sevel o savadur mod a-vremañ. Deuet eo keuz gant ar varnerez memestra met evit… daou vurlivadur hag a vo kuzhet gant ar savadur nevez : unan anvet « Ofrenda » treset evit derc’hel soñj eus ar studierien lazhet er Chili e 2015 hag egile « Exodus 2 » evit enoriñ « ar repuidi afrikan marv er mor ». Biskoazh !

D’un ajañs parizian hag he deus burevioù e Naoned eo bet fiziet ar raktres teknik.

Crédit photo : Lec’hienn The Architectes

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, Patrimoine

An Alre : dao d’ar live 2 karta Ya d’ar Brezhoneg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration

Argenton-sur-Creuse (36) : ur sizhunvezh « evit dizivout gant repuidi » er skolaj

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Hag ul levr benelour (all) e brezhoneg !

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Local

Yuna le Men, ur vrezhonegerez desavet ‘ba Diwan Baod é foetiñ bro e brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Saint-Pierre-de-Plesguen (35) : afer dramm, ur plac’h c’hloazet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Pornizhan (44) : an dealer en doa laeret dealerien all

Découvrir l'article

E brezhoneg

Paul Gasnier, relijion an egile-all

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, LA BAULE, Local, Société

An Turball (44) : muntr Soizick Jarno, ar vab serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Piv en deus « reizhet » panelloù Rostrenn ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, SAINT-BREVIN, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Brewenn (44) : piv en deus lakaet tan er c’harr-tan ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky