Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Dinan : sportour a live uhel, rapour met ivez dam-houlier !

Ur sportour a live uhel eo X. Klask a ra bezañ dibabet evit ar C’hoarioù Olimpek er mare-mañ. E Roazhon emañ o chom. Goude ar fedoù ne oa ket trelatet gant ar paotr en doa gloazet rak ur shooting foto evit ur strollad rap a reas an deiz war-lerc’h. Met bremañ “en deus cheñchet”. Ya, evel just, plijout a rafe dezhañ ne vefe ket paket brud fall gantañ rak ne vefe ket mat evit e red micher…

Ha padal tri bloaz zo ne oa ket ken chalet gant e vrud. Na gant e vrud na gant e enor bepred ! Rak lakaat a rae e vignonez war lec’hiennoù louvigezh. Hag ur plac’h vinor e oa ! Met “ezhomm en doa arc’hant”. E ya ! Met pa errue ar glianted e c’houlenne ar plac’h an arc’hant diganto ha kuit ! Chom a rae ar penn-peul e kreiz ar parkva e-unan. Ha ne zae ket da sevel klemm goude-se evel just.

Met e miz ebrel 2021 e troas an itrik da fall. Ur paotr eus Dinan en doa urzhiataet ur gast war internet. Evel e vez urzhiataet ur pizza ! Erruout a reas ar plac’h gant e houlier. Klask a reas ar c’houplad ober ar memes c’hoari met lakaat a reas ar pratik e zorn er c’harr-tan, dre ar prenestr. Klask a reas ar sportour plantañ tizh gant ar c’harr-tan evit leuskel ar paourkaezh beulke ar fri war ar gloued met ne zikrogas ket ar paotr. Ha mod-se e vo stlejet war-hed 300m. A-benn ar fin e voe torret ar werenn dredan ha leusket en e enkoù war an hent gant ar c’houplad.

D’ar mintin e vo kavet e-giz se gant ur vaouez, tost marv. Tremen a raio teir mizvezh er prederioù askoridik e Pontchaillou. Erruet eo bouzar. 600 devezh ITT en deus bet betek-henn ha n’eo ket echu !

Dirak al lez-varn e oa d’an 22 a viz c’hwevrer. E lost en e c’harbedenn. Klask a reas kendrec’hiñ an aotroù barner e oa fazioù yaouankiz netra all. “La vie d’ma mère !”

A-benn ar fin ne zaio ket an dam-houlier en toull-bac’h. Chom a raio er gêr gant an dro-vrec’h elektronek. Ha dizrovrec’het e vo… da vare ar C’hoarioù Olimpek ! Pebezh chañs ha pebezh chañs evit ar vro, ‘gav ket deoc’h ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Dinan, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Tagoù, pneuioù toullet, gwerennoù drailhet, Orange Mekanik e Pleder (35)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Société

Bro-Euskadi spontet goude ur muntr eus ar grisañ

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled (Bro Gwinieg Naoned) : an Termaji a c’hwibe ar re gozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Zemmour e Korsika : ur spered digor pe digoroc’h war ar “c’hraf korsad”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Bro Felger : daou strollad c’hoariva laeret

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Local, Société

Brest : ar roumanian a zo diskred warnañ “gweladenniñ” an burevioù-butun a chomo en toull-bac’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

“Go woke go broke” : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

Dinan

Vols à la roulotte à Dinan : un jeune homme condamné à 18 mois de prison

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky