Kastell-Briant (44) : ur brezegenn diwar-benn ar bedofiliezh nullet abalamour d’an tu-kleiz pellañ

Hag o defe Pierre-Alain Cottineau (LFI) pe Olivier Duhamel roet urzhioù d’ar gaochisted eus Bro-Vaez ? D’ar 4 a viz kerzu e oa bet deiziadet ur brezegenn e Kastell-Briant diwar-benn ar bedofiliezh hag e rouedadoù e Bro-C’hall. Linda Vitto, hag he deus skrivet al levr « Où est Lidiya: Le combat de tous France pedoland », a oa sañset dont evit komz eus he stourm a-enep ar bedofiliezh.

Ar pezh zo, ne oa ket aozet ar brezegenn-mañ gant tud eus an tu-kleiz. Da lavaret eo ar re nemeto o deus droad da gomz e Bro-C’hall. Logo « France du Peuple » a oa war ar skritell ha se a chifas gaochisted ar vro, en o zouez ar PCF. Gant strolladoù all eus an tu-kleiz, ar PCF en deus savet ur strollegezh anvet « Réveillons la Résistance » evit « stourm a-enep an tu-dehou pellañ ». Krediñ a reont c’hoazh bezañ e 1945, moarvat.

Met bremañ emañ disheñvel an traoù peogwir e kenlabour an tu-kleiz a-bezh gant alouberien nevez, gant un ideologiezh totaliter nevez, e Breizh, e Bro-C’hall ha partout en Europa.

A-benn ar fin eo bet nullet ar brezegenn er sal prestet gant an ti-kêr met kavet zo bet ul lec’h all ha deuet eo Linda Vitto memestra. Met ul lec’h prevez e oa ha n’hallas ket ar gevredigezh ober bruderezh evit ma vefe deuet tud ha n’emaint ket er gevredigezh.

Pleget o deus an ti-kêr hag ar prefeti dirak gourdrouzioù hag oukazoù an tu-kleiz. Evel boaz.

Diriaoù tremenet zo bet degemeret ar gevredigezh gant an is-prefed memestra.

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Kastell-Briant (44) : ur brezegenn diwar-benn ar bedofiliezh nullet abalamour d’an tu-kleiz pellañ”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    C’hoarzed leizh ma veg! Du-man ar brezegenn a zo gant an Aotrou Person ha chomen trinkl gwechall; ma ‘maon mat gant va benn Cottineau un anv Bro Vande eo. Deuet da vezañ evel ar re all!

  2. Maurice dit :

    Grosse interprétation, presque vulgaire, de Breizh-info. Déjà la date n’est pas le 4 juillet mais le 4 décembre (événement passé donc, ça sent le fait divers)… Pour plus d’infos vérifiables (car je me limite à la forme, le fond n’est pas pur non plus…) : https://www.ouest-france.fr/pays-de-la-loire/chateaubriant-44110/polemique-autour-dune-conference-a-chateaubriant-pourquoi-elle-a-ete-annulee-a-la-derniere-minute-62f0230a-cf86-11f0-b23a-af5f5b40838c?utm_content=photo&utm_term=OuestFranceChateaubriant&utm_campaign=facebook&utm_source=nonli&utm_medium=Social

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kenstrivradeg danevelloù : ha prest oc’h da skrivañ e brezhoneg war dodenn ar « c’hoad » ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Ha c’hoant ho peus da zeskiñ kerneveureg ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, LORIENT, Société

An Oriant : ur skol divyezhek etre ar c’hrog hag an diskrog

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Penc’herieg (44) : muioc’h-mui a diez laeret !

Découvrir l'article

BREST, CARHAIX, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Ar familh Caro dirak al lez-varn evit difenn anv-bihan o mab : Fañch

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Sociétal, Société

Tangwall Crans-Montana : « Wesh », « Wallah », videoioù war-eeun ha « selfies dirak ar reuz

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Penaos e c’hell ur Breizhad kar-e-vro votiñ evit LFI ? [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Société, Vie Pratique

Goude ar gouelioù, ur banne Kefir bemdez evit kavout ar yec’hed

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Education, Société

Hag ul levr wok ouzhpenn e brezhoneg !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.