Pleaol : un hanter-bost divyezhek dilemet er skol gatolik

A LA UNE

Setu danvez labour evit Kristian Troadeg, ar c’huzulier e-karg eus yezhoù Breizh er c’huzul rannvro nevez ! Dilemet e vo un hanter-bost divyezhek er skol gatolik eus Pleaol e reter Bro-Gwened. Tud ar vugale a zo droug ruz enno anat. Pa oa bet digoret an hentenn tri bloaz zo ne oa ket ‘met 6 bugel, ha bremañ ez eus 18 ! Ha 24 skoliad a vo e miz gwengolo zoken. E miz even e oa bet un tolpadeg er skol met n’eo ket bet kavet tamm diskoulm ebet etre tud ar vugale, ar skol hag an deskadurezh katolik. Ha komañset ar vakañsoù ! Ne oar ket tud Pleaol penaos e vo an traoù a-benn an distro-skol evit o bugale.

Ar pezh a ouaront, avat, e vo start he jeu evit ar skolaerez divyezhek : 24 bugel he do, dasparzhet e c’hwec’h klas !

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

.
- Je soutiens BREIZH-INFO - spot_img

Thorgal est de retour (bande dessinée)

Créée il y a plus de quarante ans, la bande dessinée Thorgal, teintée de fantastique, est aujourd’hui encore la...

Après Josephine, Bécassine au Panthéon ! [L’Agora]

Avec Josephine Baker (1906-1975), c’est un personnage en grande partie fabriqué selon les méthodes du show business qui entrera...

Articles liés