200 dilenniad ha muioc’h evit mil kevredigezh evit Breizh adunvanet

Setu un taol brav evit ar gevredigezh naonedad “A La Bretonne” : 200 dilenniad ha muioc’h evit mil kevredigezh breizhad o deus sinet ur lizher evit goulenn e vefe aozet ur referendom war Breizh adunvanet.

Tud a bep seurt hag a bep liv politikel a zo war rol ar sinerien : ar c’hannad UMP Marc Le Fur, maerez PS Pempoul Fanny Chappé, ar guzulierez rannvro EELV Claire Desmares, Tangi Marion dilenniad UMP e Maen Roch, ar c’huzulier rannvro UMP Stéphane de Sallier, ar c’hannad LREM Yannick Kerlogot pe prezidant LR departamant 56 David Lappartient.

E-touesk ar c’hevredigezhioù, Produit en Bretagne he deus pozet he sin hag an holl gevredigezhioù sevenadurel Breizh evel just.

Reklem a reont d’ar gouarnamant e vefe aozet ur votadeg a-benn 2024.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS