FK Naoned / PSG : Ne zaio ket ar Brigade Loire da Tel-Aviv !

lfp_fc_nantes

Hag ur strollad suportourion ouzhpenn a chomo er gêr ! Disul a zeu e vo “Kib ar Gampioned” etre an FK Naoned (hag a c’hounezas Kig Bro C’hall ar bloaz tremenet) hag ar PSG (hag ar c’hounezas ar c’hampionad). E Tel-Aviv, kêrbenn Israël, e vo ar c’hrogad-mañ ! Broudañ ar merk “PSG” ha “Ligue 1 Bro C’hall” eo pal an dibab-mañ evel just. Diwar skouer ar c’hampionadoù saoz ha spagnol e klask an C’hevre ha dreist-holl ar PSG “bedelaat” o merkoù.

Met penaos e c’hello suportourion ar c’hlub breizhad mont da Israël, ken ker eo ar veaj ? “Ultras” ar Brigade Loire a chomo er gêr, da vihanañ atav. Setu ar pezh a zo bet embannet gant ar strollad suportourion d’an 22 a viz gouere en ur gemenadenn. Hag ar BL da sevel e vouezh enni a-enep “spered ki ar foot business”

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS