Plelann-Vihan (22) : un anv (nul) nevez evit astenn an ti-kêr

War a seblant ne vez ket komzet na gallaoueg na brezhoneg e Plelann-Vihan, ur gumun ‘tal-kichen Dinan. Renevezet e vo an ti-kêr hag ur sal nevez a vo savet. Evit hec’h anviñ he deus lañset an ti-kêr ur votadeg war internet. 4 anv a zo war ar renk, kinniget gant an ti-kêr :

  • Sal ar Rouairies (diwar anv an straed)
  • Les Arcades
  • L’Agora
  • Delta

Anv ebet e yezhoù ar vro neuze. Gant ar vezh ! Betek an 31 e c’hello an dud votiñ.

Nepell eus Plelann-Vihan eo Ploarel, da lavaret eo « Plôrè » e gallaoueg (« Plorec-sur-Arguenon » e galleg). Emañ an ti-kêr o paouez sinañ « karta ar gallaoueg », an 33vet kumun eo. E miz mae e oa bet staliet panelloù e gallaoueg dija gant an aotrou maer, Daniel Fouéré.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Plelann-Vihan (22) : un anv (nul) nevez evit astenn an ti-kêr”

  1. Iffig dit :

    Adarre ur pennad bruderezh evit ar « gallaoueg » war zigarez ez eus ur barrez e-kichen a zo savet a-du gantañ !!!
    Emañ ar gwir ganeoc’h moarvat n’eus mui « gallaoueger » en tolead : marv eo e pep lec’h ar parlantoù-se n’eus ezhomm ebet anezho e Breizh, nemet evit izelaat ar brezhoneg en e rez.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

A La Une, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Mirdi ar street art e Saint-Chamond (Liger) serret dre ziouer a bratikoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Patrimoine

Breizh : perak n’eus ket listennoù gant anvioù e brezhoneg pe gallaoueg ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Local, Patrimoine, ST-BRIEUC

Plérin (22) a reçu le label « Ya d’ar Brezhoneg » pour ses actions en faveur du breton

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.