Bro-Naoned : 5 karr-tan laeret gant termajied gwisket e poliserien

En nozvezh eus an 9-10 a viz even e oa ur strollad termajied o « chaseal » e Bro Naoned. Gwisket e poliserien, int-i o deus laeret pemp karr-tan. Ha simpl ar jeu : dalleet e oa an dangarrerien gant lamp an dermajied, e keit-se e veze laeret o alc’hwezhioù diganto ha skoet evit ar re a glaske talañ ouzh al laeron. Bignon, Kervegon, Korsoren ne vern ar c’hêrioù, al laeron a laeras kirri-tan hag ur skouter e meur a gêr. E Kersoren, ez eus bet skrapet un den gant ar bagad torfedourien zoken ha skoet evit ma rofe e gartenn c’hlas hag ar c’hod az a ganti.

E penn ar strollad, ur jitan (evel e gomperien). Ne oar na lenn na skrivañ, bet meur a wech en toull-bac’h, den ne oar pelec’h emañ o chom etre Sant-Brieg, Naoned, La Roche/Yon, … An noz-se e oa boeson gantañ.

Da 18 mizvezh a doull-bac’h eo bet kondaonet dilun dremenet, mui 3 mizvezh eus ur gondaonidigezh kozh ouzhpenn d’ober.

Pa voe embannet an devarn e savas tud eus e familh a oa er sal hag e krogjont d’en em gannañ gant ar boliserien ha da lañgachiñ ar varnerien. Lod anezhe a vo kaset d’al lez-varn d’o zro.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn (22) : an « Aloubadeg Veur » en ur skritell

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Kannadez LFI Roazhon Marie Mesmeur a wel saludoù nazi partout

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Loudéac, Société

Lozaog (22) : Taget en doa merc’hed e kreiz kêr, ur penn-dramm kondaonet

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Plouarzhel (Bro Leon) : Kroaz ar Hiton adsavet

Découvrir l'article

BRIEC, E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Brieg (29) : unan eus daou « go-fastour » kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Loudéac, Société

Koadlinez (22) : un Termaji tamallet da vezañ laeret un greizenn deknikel leusket da vont

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Evenements à venir en Bretagne, Histoire, Local, Patrimoine, RENNES

Rennes : conférence sur les 100 ans de Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Kemper : Termajied dirak ar barner evit tennoù fuzuilh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant : Kadarnaet eo bet get ar lez-varn diviz ar prefed diàr-benn manifestadeg « La Digue »

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Immigration, Local

Roazhon : repuidi skarzhet eus park Maurepas a zo bet kaset da Felger

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky