Biskoazh kement-all ! Troc’het o deus o blev evit ar merc’hed iranian

Aon ‘m eus evito ! Abaoe ar sizhun dremenet, aktourezed ha kannerezed gall a gas videoioù ma troc’hont o blev « evit souten ar merc’hed iranian ». Er video e klever « Bella Ciao » kanet e persaneg.

Juliette Binoche, Marion Cotillard, Isabelle Adjani, Isabelle Huppert, Angèle, Jane Birkin, Muriel Robin, Charlotte Gainsbourg, Alexandra Lamy, Charlotte Rampling, an holl a ra o zamm sinema dirak ar c’hamera. Fas koad anezho. Fas dic’hoarzh.

Ha petra vo graet ganto goude-se ? Mont d’ar perukenner surawalc’h, evit ma vefe adfichet o blev. Gant ar vezh ! An holl anezho a zo gaochistezed, islamo-friendly e Bro-C’hall met a-enep an « torchouer » en Iran. Evel Sandrine Rousseau a-benn ar fin.

Ha chifet e vo ar mollahioù gant seurt video ? Ha mantret e vo Gwarded ar Reveulzi ? Hag en em santout a raio soutenet merc’hed an Iran ? An darn vrasañ anezho ne ouiont ket piv eo Jeanne Birkin pe Julie Gayet (ne weler ket François o tremen a-dreñv dezhi war ar video siwazh) ha ne reont ket foutre anezho.

E-pad kabalerezh Trump e oa bet anv eus fin levezon an arzourien hag ar stared war ar vuhez bublik dija. Met war a seblant n’eo ket arruet ar c’heloù en tu-all d’an Atlantik. Pe kement ha bezañ rezisoc’h : n’eo ket arruet e Saint-Germain des Prés.

Aon ‘m eus evit an holl verc’hed-se, ya : aon ‘m eus e vefent kontet da baourkaezh glep, ur wech ouzhpenn…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Une réponse

Les commentaires sont fermés.

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS