Kemper : feuls e-keñver e wreg, an Tunizian a c’hell chom e Breizh

D’ar meurzh 25 a viz here e oa un tunizian dirak lez-varn Kemper evit bezañ bet feuls e-keñver e wreg. Div wech he doa savet klemm er c’homiserdi memestra evit un aridennad a fedoù grevus. Ur gountell he doa bet dindan he c’horzailhenn, skoet, kunujennet e oa bet, ‘fin gantañ e veze inferniet !

Padal e voe skarzhet ar paotr da Dunizia, e vro orin, e 2014. A-raok e oa o vevañ e Bro-C’hall hep tamm paper ebet. En o bro orin e timezas an daou bichon yaouank d’ar mare-se. Ur vloaz warlerc’h, hag int distroet da Vro C’hall, ez ae ar stal da stalig dija, ken ez eas kuit ar plac’h. E 2022, koulskoude, e voe adskoulmet an traoù ha dao da vevañ asambles en-dro ! E Breizh evel just en em staljont, hag atav dibaper ar gwaz !

Etretant, avat, en doa bet ar paotr ur bugel gant ur vaouez all hag e savas klemm outañ ivez, kement hag ober. Kondaonet e voe e miz mae 2022 da c’hwec’h mizvezh toull-bac’h met… ne voe ket skarzhet eus Breizh evit kelo-se ! Ur « chañs evit ar vro »eo surawalc’h…

A-benn ar fin, dimeurzh dremenet e voe kondaonet ur wech ouzhpenn d’ur vloavezh toull-bac’h mui c’hwec’h mizvezh gant goursez. E-pad pemp bloaz n’hallo ket dont da gKemper en-dro war ar marc’had. Afi ! Ne vir ket outañ da vezañ aotret da chom e Bro-C’hall. Ne vo ket argaset daoust dezhañ bezañ distroet dindan guzh ! Ha peseurt torfed a vo graet gantañ ar wech all ? Lazhañ ul Lola all ?

Crédit photo : Breizh Info

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS