Kemper : un tunizian kondaonet evit bezañ skoet gant un den peogwir e oa yuzev

Publicité

Setu dremm an enepyuzevegezh nevez : d’an 21 a viz here e Kemper, tri den a zo o tiskutal e ranndi unan anezho. Diskutal, lonkañ ha… selaou muzik ! War an urzhiataer e tremen ur ganaouenn yuzev. Diouzhtu, unan anezho, un tunizian, a grog da huchal kunujennoù enepyuzev. Ar pezh ne oar ket ar maghrebian avat eo yuzev e gomper : hag eñ a ziskouez ur steredenn David tatouet warnañ ! Ha dao ! Partiet ar jeu etrezo. Kemer a reas an Tunizian an tu-kreñv ha skoet meur a wech gant ar paotr yuzev. Gloazet e zremm paneveken.

Pa voe kaset an Tunizian d’al lez-varn d’an 28 a viz here e en em rentañ a reas kont ar barner e oa 10 menneg war e roll lez-varn dija. Brav !

A-benn ar fin e voe kondaonet da 8 mizvezh toull-bac’h met ne vo ket kaset d’ar bidouf evit kelo-se. Tremen a raio e amzer kastiz er gêr, gant un dro vrec’h elektronek.

11 menneg war e roll lez-varn bremañ met ne vo ket skazhet eus Bro-Frañs.

Enepyuzevegezh e Kemper, kêr Max Jacob, biskoazh !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Kemper : un tunizian kondaonet evit bezañ skoet gant un den peogwir e oa yuzev”

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Apprentissage du breton : la plateforme Desketa fête ses deux ans et dépasse les 20 000 utilisateurs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

Ur strollad punk anarkour a sav e vouezh a-enep ar feministed ag an tu-pellañ !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Kêr bPloue he deus sinet live 2 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Degouezh ar Redadeg e Naoned : petra o deus gwelet Naonediz ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local

Bez Roparz Hemon a vefe en disherit

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Ur raktres wok arc’hantaouet gant ar Redadeg c’hoazh ar bloaz-mañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Lannarstêr : serret e vo ur skol divyezhek

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, VANNES

Ur c’hlas divyezhek nevez ‘ba Arzhal, mes ‘ba Maoron…

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.