Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Publicité

E Boulvriag (Bro Dreger), war war blasenn an iliz, e oa lid « Disprizoù ar brezhoneg » disadorn tremenet gant Ai’ta. Deuet e oa un nebeut emsaverien gwisket e orañjez (ne oant ket niverus siwazh, a-boan un ugent bennak ha bras ar blasenn) da sellet ouzh an abadenn.

Setu roll ar re enoret :

Rummad panellerezh :
– 1añ priz : Bulad-Pestivien (22), bet nevesaet ganto panelloù ar gumun hep an disterañ ger e brezhoneg
– 2l priz : an Arvor-Baden (56), lec’h m’eo aet diwar-wel un toullad anvioù-lec’h e brezhoneg
– 3vet priz : festival En Arwen e Klegereg (56), ma n’eus ger ebet e brezhoneg war ar panelloù er gouel na war o lec’hienn internet
– Priz ispisial ar c’hwitadenn vravañ : Lokorn (29) evit bezañ troet e brezhoneg ar panelloù gant an naouegezh artifisiel, fazioù e-leizh
Rummad mediaoù :
– 1añ priz : Ici Breizh Izel, evit an digresk abadennoù e brezhoneg, dreist-holl ar prantadoù keleier
– 2l priz : Frañs 3 Breizh, a gav abeg eus kement darvoud evit nullañ pe cheñch eur skignañ Bali-Breizh, o abadenn bennañ e brezhoneg
– 3vet priz : Abadenn C Jamy, evit ar rann diwar-benn Breizh gant ur sell parizian ha klichedoù diwar-benn ar brezhoneg
Rummad Deskadurezh :
– 1añ priz : Claudine Guillou, bet maerez Boulvriag, hag he c’humun, evit bezañ lezet da serriñ ar skol Diwan
– 2l priz : Departamant Aodoù-an-Arvor, evit an diouer a harp da raktres skolaj Diwan e Perroz hag evit lezel da vreiñ skolaj Diwan Plijidi
– 3vet priz : Ensellerezh ar Stad e Breizh, evit al labour tenn kaset da benn evit serriñ klasadoù divyezh, daoust d’ar pal 30 000 bugel en hentennoù divyezhek ac’hann 2027.
Priz ispisial Benjamin Morel : Jean-Michel Blanquer, bet ministr an Deskadurezh, evit e gomzoù dismegañsus a-enep ar yezhoù minorelaet hag ar brezhoneg
Priz meur Divrezhoneger ar bloaz (rampo) : Pierre-Yves Thomas ha Julie Dénès, dilennet e ti-kêr Karaez (29). An hini gentañ en deus graet trouz d’ur guzulierez-kêr a gomze e brezhoneg, hag eben a c’houlenn ma vo dalc’het e galleg emvodoù ar bodad tra-kêr diwar-benn an divyezhegezh.
Abaoe pevar bloaz e oa Ai’ta o kousket, gant ar spi e vo adlañset ar strollad da vat ar wezh-mañ. Gant emsaverien nevez matreze ?

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »”

  1. Pêr-Fañch Salaün dit :

    Unan a vefe mat reiñ da SBB ivez evit live truezus ar brezhoneg implijet ganto. Mezh a reomp d’ar gwir Vrezhoned.

  2. Gwilhmod dit :

    « Mezh a REONT » oa da skrivañ emichañs.
    Kontrol deoc’h e kav din ez eo gwelloc’h brezhoneg fall (c’hwi ivez a ra fazioù) eget galleg pe ur parlant a Vreizh uhel.
    Tamm ha tamm e wellaint.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Politique

Réseaux sociaux interdits aux moins de 15 ans : Macron s’obstine malgré la censure du Conseil constitutionnel

Cyclisme, Sport

Vuelta 2026. Enric Mas, la revanche du suiveur : l’Espagne tient enfin son héritier de Contador

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Un nozvezh a feulster e Laval

Politique

L’union des droites ou l’illusion du programme commun

Rugby, Sport

Top 14. Le RC Vannes chute à La Rabine face à Montpellier (12-26) et mesure l’écart

A La Une, Politique

Arnaud Imatz : « Le clivage droite-gauche n’est plus qu’un mythe, un masque incapacitant » [Entretien]

Culture, Loudéac, Patrimoine, PONTIVY

Jeanne Malivel : un automne pour redécouvrir une pionnière de l’art breton

Santé

Défibrillateurs : 2 appareils sur 3 échappent au recensement national, un enjeu de survie

Santé

Santé. La « Maladie Caméléon » traquée dans 50 hôpitaux : dépistages à Nantes le 9 octobre et à Rennes le 5 novembre

LOCARN

Locarn. « Quand l’État disparaît » : le général de Lapresle raconte 3 ans au cœur de l’effondrement libanais, le 25 septembre

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Un nozvezh a feulster e Laval

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Insolite, International, Patrimoine

Bro-Alamagn : Abaoe 3000 bloaz, ur familh a chom er memes lec’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Langue bretonne. Un Irlandais de Belfast publie une histoire du breton à destination des anglophones

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Brezhoweb dévoile son agenda culturel en breton de la rentrée 2026 : livres, podcasts, musique et applications

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Patrimoine, Sociétal, Société

« Difi 1000 familh », ur bloaz dija !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Apprendre le breton : Roudour ouvre ses inscriptions pour la rentrée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

« Wech », war an aod e Bro-Dreger, Parizianed o komz….

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.