Gwengamp : an archerien hag ar bomperien deuet da sikour un “anarkour”… kunujennet gantañ !

pompiers

40 vloaz hag atav ur c’hrennard en e benn ! D’ar 25 a viz du e oa un “anarkour” dirak lez-varn Gwengamp evit bezañ kunujennet archerien deuet da sikour gantañ. Etre Tonkedeg ha Lannuon a oa arruet an traoù d’ar 27 a viz even. Tan e oa ‘ba ti ar paotr. Degouezhet a reas ar bomperien met “anarkour” e oa perc’henn an ti, anarkour ha mev-dall, ha kregiñ a reas da chikanañ paotred an tan. Ken e voe galvet an archerien ganto, hegaset ma oant. Kerkent hag erruet e wellas diouzhtu ar soudarded e oa ur gwir vouled anezhañ. Pa c’houlennas gantañ e anv e respontas “Mon nom c’est ta mère la pute”. Hag ar c’hañfard o kunujenniñ anezho dizehan da heul rak un “anarkour” e oa hag e oa “a-enep ar jañdarmed” ha pemp ha pevar ha pemp ha pevar.

Heuliet eo ar paotr evit kudennoù psikiatrek, dindan louzoù emañ. Met den ne oa war peseurt louzoù en doa staotet an deiz-se…

A-benn ar fin eo bet kondaonet da 8 mizvezh toull-bac’h gant goursez ha 800€ a gastiz. Hervezañ en doa keuz o soñjal e-barzh ar pezh en doa lavaret.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS