Atav ar memes gerioù « bezit war evezh », « diwallit », « ar faskouriezh o tont en-dro ».
Met bremañ seurt komzoù a son goullo. Dreist-holl war ar maez !
Murielle Lepvraud, ar gannadez LFI eus bro Gwengamp a fell dezhi c’hoari ar c’homiser politik e-barzh ar votadeg a vo d’ar 7 a viz even a zeu e Pont-Melve.
Kar e Pont-Melve (Bro Dreger) ne oa hini ebet war ar renk er votadegoù diwezhañ, re miz meurzh. Teir listenn a zo bet savet etretant ha votadegoù-kêr a vo d’ar 7 ha 14 a viz even. Ur gannadez « normal » he defe lavaret e oa un dra vat evit ar spered demokratel hag he defe lavaret « chañs vat » d’al listennoù. Met Muriel Lepvraud a zo eus LFI hag LFI n’eo ket ur strollad demokratek. Nag en diabarzh nag en diavaez.
E-barzh ur gemenadenn kaset war ar rouedadoù sokial hag adkignet gant Lepvraud, ur strollegezh anvet ONED (Observatoire National de l’Extrême-Droite) a gemenn d’ar voterien : ul listenn, hini « Pont-Melvez vivant » gant Bruno Maitre « a zo soutenet gant an RN ». Hag an ONED da genderc’hel gant he frezegenn gant komzoù iriennelour ha peremptour.
Ar pezh zo, n’on ket sur e servijo d’un dra bennak. N’eur ket mui er bloavezhioù 90, Muriel Lepvraud a gred ne vo ket votet evit al listenn-mañ ma vez diskuliet d’an dud eo soutenet gant an RN. Ar c’hontrol eo ! Ma vez gouvezet gant an dud ez eus ul listenn RN war ar renk e vo votet muioc’h eviti !
Setu disoc’hoù ar votadegoù Europa eus 2024 e Pont-Melve (tapadenn skramm « Le Monde »).
Ha setu hini tro gentañ ar votadegoù-kannad diwezhañ (tapadenn skramm « Le Monde ») :
Ha Muriel Lepvraud a gred ez eo un diaezamant da vezañ soutenet gant an RN er votadegoù-kêr Pont-Melve ?
Efed klogorenn, dallentez, spered gaochist, an tu-kleiz a zo en ur bed all. An tu-kleiz eo dilennadegour gwellañ an RN.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
3 réponses à “Murielle Lepvraud (kannadez LFI 22) dilennadegour gwellañ an RN”
Voter Gôchiste , c’est voté pour la destruction de ce pays , la destruction des particularismes de chaque région de ce pays.
La Gôche ne rêve que d’une chose faire de ce pays une nouvelle URSS ( Union des Régions Socialiste Soviétique) ou toutes dissidences sera sévèrement combattue.
La Gôche doit être renvoyez dans les tréfonds de l’oublie historique de ce pays.
Une telle image imposait une lecture pour tous Ou çà devient suspect
Merci de traduire
J
je lis pas le Breton mais je comprends sur la photo qu’il s agit de 3 tordus