Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Gwitreg (35) : daou savadur e kreiz porzh ar skolaj !

Daou savadur a zo evit bezañ savet e kreiz porzh skolaj ar Rochers Sévigné e Gwitreg. En holl 29 ranndi nevez mui ur parkva a c’hellfe diwaniñ e foñs ar porzh, e plas ar c’hozh lojeizoù karg hag a venn kouezhañ en o foull.

Abalamour d’an diouer a lojeizoù en Il-a-Gwilun e fell d’an Departamant lakaat sevel ur ranndi e porzh ar skolaj publik m’eo mestr warnañ. Evit hen ober zo bet divizet e vo gwerzhet ul lodenn eus ar porzh d’an embregerezh Néotoa, ur penngaser tiez anezhañ.

E diwezh miz mae eo bet kelaouet mererez ar skolaj, ar skolajidi hag o zud eus ar raktres brav ! Hag abaoe emañ an dispac’h er bourk ! Ur bajenn Facebook a zo bet krouet gant an dud droukontant, ur petision a zo bet lañset hag ur vanifestadeg a vo diriaou a zeu.

Hervez ar betisionourien e vo divrudet ar skolaj hag ouzhpenn-se e vefe ur pec’hed sevel ur savadur war al lodenn nemeti eus ar porzh ma’z eus gwez. Da lavaret eo al lec’h nemetañ ma c’hell ar skolajidi en em guzhat eus an heol pa vez tomm berv !

Pa seller ouzh ar fotoioù e weler splann e vo ar savadurioù just e-tal ar skolaj. Ha plijus e vo evit an dud o chom enne ? Dreist-holl evit ar re a vo rez-an-douar !

1050 sin a zo bet rastellaet evit ar petision d’an eur ma skrivomp ar pennad-mañ

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Local, VITRÉ

Gwitreg : 17 skoliad estrañjour o tont eus 11 bro disheñvel o deus skrivet ul lizher d’o zud “chomet er vro”

Découvrir l'article

VITRÉ

« Vivre ensemble » à Vitré. Interdit de séjour en France, un Albanais condamné après une attaque à la machette

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, VITRÉ

Gwitreg : Klask a rae dramm, skarzhet e vo an Albanad eus Bro-Frañs

Découvrir l'article

VITRÉ

Cyclisme. Jenthe Biermans remporte la Route Adélie de Vitré 2024

Découvrir l'article

VITRÉ

Tiers monde médical en Bretagne. A Vitré, les Urgences régulées une fois de plus ce samedi 23 mars

Découvrir l'article

Sociétal, VITRÉ

Pays de Vitré : Drogues au volant, 222 permis retirés en 2023 !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, Patrimoine, VITRÉ

Gwitreg/Vitrë : gwerzhet eo chapel an Teir-Maria !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, VITRÉ

Gwitreg : Echu eo gant “Deter” !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, VITRÉ

Gwitreg : tri c’harr-tan devet e Debussy

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Religion, Société, VITRÉ

Gwitreg : ar sapin nedeleg diheiet

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky