Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Gored (44) : un drederenn eus ar gelennerien ehanet er skolaj abalamour d’ar feulster

Ur skolaj merret gant an “Deskarded Auteil” eo skolaj Itron-Varia an Degemer Mat e Gored e su pellañ ar Gwiniegi. Ur skolaj Deskarded Auteuil da lavaret eo ur skolaj evit ar re o deus diskroget diouzh ar sistem klaskel. Ar pezh zo, bez ez eus kalz a grennarded estrañjour a-orin e seurt skolajoù. E Gored, a vloaz da vloaz eo deuet da vezañ fall-put an aergelc’h, ken eo bremañ ehanet an drederenn eus ar gelennerien da heul trubuilhoù a bep sort : taolet zo bet mein war ur gelennerez, stufet zo bet war reoù all, kunujennet e vez ingal ar skipailh pedagogel.  N’hall ket mui an traoù kenderc’hel e-giz se !

Gant an niver a gelennerien ehanet n’eus ket mui nag a gentelioù saozneg, nag a gentelioù galleg ! N’eus ket mui a atebeg buhez-skol kennebeut, an hini diwezhañ en deus roet e zilez e miz here. A-benn an distro-skol a zeu, an hanter eus ar gelennerien a vo aet kuit hag e-korf pemp bloaz ez eus bet pevar rener e penn ar skolaj.

Deuet eo renerezh vroadel an Deskarded Auteuil betek Gored da glask renkañ an traoù e fin miz kerzu. Gant ar spi e c’hello adloc’hañ ar c’hentelioù war an hent mat. Skolidi zo a zo bet skarzhet ha kalonekaet ha kreñvaet eo bet ar skipailh pedagogel.

Feulster a zo muioc’h-mui er skolioù, skolajoù ha liseoù. Met abalamour da betra ha da biv ?

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Clisson, Immigration, Local

A Vallet (Vignoble Nantais), une salle de jeux pour les migrants

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local

Parkva brasañ Bro-Frañs e vo hini an Hellfest hag…

Découvrir l'article

Ensauvagement, NANTES

Gorges (44). Tentative de meurtre familial, un drame lié à l’islam ?

Découvrir l'article

Société

Indemnités irrégulières : une épée de Damoclès pour les comptables communaux

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky