Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Pirieg (44) : ur familh banted gant trafikoù dramm dre fazi, Ebym Bwala kondaonet evit an eil gwech

E 2019, tro 3e mintin, e tegouezh pevar den en un familh koñversanted eus Pirieg, etre Morbihan ha Liger-Atlantel. Armoù a zo gant ar c’homando. An tad a zo oc’h ober e strinkadenn pa klev huchadennoù. En e saloñs, pevar c’hanfard o vantañ e familh. A-raok pell e vo eñ, hanter noaz war an daoulin, ur bistolenn ouzh e benn.

Emañ ar pevar c’hanfard o klask an “300 000€ a zo kuzhet en ti”. “300 000 petra ?” a c’houlenn an ostant. Ur c’hoñversant eo, onest, hag az a bep mintin, abred-tre da c’hounid e damm bara evit e familh. Bazailhet e vo gant al laeron. Taolioù fust war ar penn pa ne ve ken.

Buan e kompren al laeron o deus graet ur fazi memestra : n’eo ket an ti mat ! Ur mignon dezho o doa lavaret dezho e oa un trafikour dramm tro Gwenrann met n’int ket degouezhet en ti mat.

A-benn ar fin e skampont kuit. O lostoù en o c’harbedennoù. O leuskel ar familh evel-se, gloazet eo an tad.

Labour mat a vo graet gant an archerien rak buan e vo tapet ar pevar den.

E penn ar c’homando, ur c’hanfard eus Naoned : Nodier Ebym Bwala Muendy. Anavezet mat gant ar polis. Kondaonet 35 gwech dija ! Gantañ an noz-mañ e oa “Mehdi” ha “Biggi” hag unan all.

Kondaonet e oa bet ur wech kentañ da 20 bloavezh toull-bac’h. Apel en doa graet. D’ar 15 a viz c’hwevrer e oa e-unan dirak lez-varn Naoned. Mehdi Bouchaid zo war dec’h hag ar re all “en ur vro estren“. Sueden ? Finland ? Selaouet o deus ar varnerion Nodier Ebym Bwala Muendy o tibunañ e brezegenn, o lavaret pegen “mantret e oa abaoe an noz-mañ”. A-benn ar fin eo bet kondaonet da 17 bloavezh.

Hag ar familh koñversanted ? Speredoù debret a-virviken…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Laeroñsioù, feulster, dramm, degemeret mat e Bro-Raez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Benion (56) : trafikerezh drammoù torret get an archerion

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Dinan : ur vandenn a drafikerien dramm kondaonet

Découvrir l'article

Ensauvagement, Local, Société, VANNES

Trafikiñ dramm ‘ba Gwened : 10 blead prizon aveit “Paeron Kerkadoù”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, Justice, Local, Société

Ar Groazig (44) : merer ar pizzeria, diskred warnañ bezañ un trafikour dramm, a chom en toull-bac’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : krogad etre poliserien ha trafikerien dramm er Bouletterie

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-MALO

Un Albanad tamallet da vezañ e penn an trafikañ dramm e Bro Sant-Malou

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Local

An Alre (56) : Kanab hag ur garabinenn tapet get an archerion

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-MALO

Gouel No Logo e Sant-Maloù : an trafikourien dramm a oa eus Paris !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Naoned : Afer Abdelghani Sidali, 8 bloavezh toull-bac’h evit rener al lec’h “deal”

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky