Brest : Rekourañs, ar c’hoñversanted a son ar vatailh !

Publicité

Koc’hu Rekourañs a zo deuet da vezañ un torr-gouzoug ! D’an 20 a viz c’hwevrer eo teir zagadenn a zo c’hoarvezet e-korf div eurvezh eno : un evezhier a zo bet bazailhet gant hailhoned, un den en deus skoet gant e vignonez kozh e-kreiz ar gourmarc’had Super U (ha pratikoù a zo bet skoet ivez gantañ) hag an apotikerez a zo bet taget war parkva ar c’hoc’hu. Ha laeret he c’harr-tan da heul !

Met piv vo souezhet gant se ? Tro-war-dro d’ar c’hoc’hu ez eus tud o rodal noz a deiz. « Zonard » dindan boeson ha dramm met ivez tud « egzotekoc’h », tud ha n’eo ket Yannigoù eus Rekourañs. Ha n’int ket eus Breizh kennebeut, nag eus Europa ‘m eus aon.

Ha n’hall ket mui ar merc’hed mont da foetañ boutik er C’hoc’hu goude 16e rak c’hwitellaet e vez war o lerc’h, pa ne vez ket kinniget dezho ober traoù lous « Amañ ! Diouzhtu ! Gast ar c’hast ! »

Skrivet ez eus bet ur gemenadenn gant koñversanted ar C’hoc’hu ma c’houlennont ennañ gant an ti-kêr e vefe kavet un diskoulm ar buanañ ar gwellañ. Muioc’h a polis a reklemont da skouer. Ha goulenn a reont e vefe lakaet prevez ar blasenn Ar Saëc kuit da gaout ar memes zonard oc’h atahinañ an dud onest.

« N’emañ ket ‘barzh » a lavar Yohann Nedelec, eil-maer karget eus ar surentez. Met petra c’hortoz gant ur sokialour ha ne fell ket dezhañ « gwelet ar pezh a wel » ? « Un afer a voeson eo netra ken, arabat gwerzhañ boeson da reoù zo » eme Yohann Nedelec berr-ha-berr.

Betek ar fin e vo nac’het ganto !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

A La Une, Santé

Où vit-on en meilleure santé en Bretagne ? Grandes villes et villes moyennes, le classement complet

Découvrir l'article

Cyclisme, Sport

Comment un Breton a transformé un pari en famille en jeu de pronostic pour tout le Tour de France

Découvrir l'article

BREST, Politique

Brest : Franck Besombes joue la carte Retailleau

Découvrir l'article

Environnement

Vagues de chaleur marines : la façade Manche-Atlantique bretonne parmi les zones qui se réchauffent le plus vite

Découvrir l'article

Santé, Social

Maisons de retraite, internats, casernes : qui sont les 74 500 Bretons vivant en communauté ?

Découvrir l'article

Politique

Revue de presse : la gauche éclatée, l’État local et la Bretagne dans le débat politique

Découvrir l'article

BREST

Odysséa Brest revient le 13 septembre pour sa 24e édition contre le cancer du sein

Découvrir l'article

Politique

Sénatoriales : Patrick Le Fur conduira la liste du Rassemblement National dans le Finistère

Découvrir l'article

Football, Sport

Éric Roy, le roi sans couronne qui avait fait de Brest un royaume

Découvrir l'article

Santé

Cancer de la prostate : le CFRO de Brest-Quimper-Morlaix adopte un test sanguin pour personnaliser la radiothérapie

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.