Ur bern vakañsourien a zo degouezhet e Tregastell ha Pleuveur-Bodoù an hañv-mañ c’hoazh ha lod a c’hell bezañ… difeson, dreist-holl pa teuont eus lec’hioù zo.
D’an nebeutañ, abaoe sizhunvezioù, ez eus tud fin hag a gav fentus terriñ pe mazaouiñ madoù an naesañ er c’hêrioù-mañ : ganiveloù a zo bet adkavet devet war an draezhenn. War a seblant o deus servijet da regezerioù stroll ! Boestoù lizhiri a zo bet distrujet, memestra evit postoù-lamp ha logelloù-mor. Ha koulskoude en deus traoù all d’ober ti-kêr Tregastell er mare rak ur redadeg-vor a vo a-benn nebeut : 24 eurvezh ar biggi dre lien !
E Pleuveur-Bodoù, just e-kichen “Trega” zo bet distrujet aveadurioù foran n’eus ket pell zo ivez.
“Kan bro kant giz ha marteze ez eus Parizianiz”…
Savet zo bet klemm gant an daou gêr.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine