Tan-gwallioù e Pleuveur-Bodoù : gast ne oa ket « an tu-dehou pellañ » (ur wech ouzhpenn) !

Publicité

Serret eo bet an den diskred warnañ da vezañ lakaet tan er gêriadenn galian eus Pleuveur-Bodoù. Dre deir gwech e oa bet pulluc’het ar park diduañs-mañ ar sizhunioù tremenet.

Sikour a ra ar gêriadenn galian ur gêriadenn e Bro-Togo, en Afrika. Un « gevredigezh dengar » eo en ur mod.

Biskoazh n’eus ket bet anv eus ar gêriadenn galian-se er metoù identiter. Pep hini a ra ar pezh en deus c’hoant, ma fell da izili ar Gêriadenn Galian ober vad e Togo gwell a se evit Togoiz !

Ha padal, abaoe an tann-gwall kentañ, e oa tud oc’h hunvreal e vefe « an tu-dehou pellañ » o rodal diouzh an noz e Pleuveur-Bodoù gant bidonioù esañs. War ar rouedadoù sokial da skouer e oa foar ar faltazioù ! Lod a oa sur da welet « dorn an tu-dehou pellañ » en afer-mañ, lod all e oare zoken e oa bet « urzhiet an tan-gwallioù gant an RN ». Gant Jordan Bardella war-eeun emichañs !

A-benn ar fin n’eo ket dorn an tu-dehou pellañ a zo bet gwelet met dorn an archerien a zo bet lakaet war ur seurt marjino o vevañ er c’hoadoù. Chaoket en doa e vañjañs da vezañ skarzhet eus ar park ha c’hoant en doa « lakaat tan e pep lec’h ». Daoust hag emañ hemañ en e skiant-vat ? Se zo un afer all.

Ur wech ouzhpenn zo bet torret fantasmoù an tu-kleiz. Atav o gougouilhañ ar memes sorc’hennoù diwar-benn an « tu-dehou pellañ feuls » tra ma vez gwelet splann gant tout an dud deus pelec’h e teu ar feulster hag ar felliezh. Gant peseurt doare tud e vez taget an dud onest er straedoù. Hag eus peseurt tu e teu ar « feulster politikel » ! An tu-kleiz pellañ eo a zo feuls, a dag o enneberien, a lak tan e tiez ar batrioted ha n’eo ket an tu-dehou pellañ ez eo.

N’eus ket pell zo e oa bet graet trouz gant LFI peogwir e krede e oa bet pulluc’het ti un emsaverez LFI anavezet mat en he bro gant « faskourion ». Jean-Luc Mélenchon a oa deuet da weladenniñ anezhi memes. Ur vanifestadeg a oa bet aozet. A-benn ar fin zo bet serret ur vaouez a 73 vloaz hag he defe lakaet tan en ti diwar abegoù prevez. Netra da wel gant ar politikerezh !

Ur wech ouzhpenn…

Ar pezh n’o deus ket komprenet emsaverien eus an tu-kleiz pellañ : ne vo ket ezhomm en em gemer outo evit an tu-dehou pellañ rak graet e vo al labour gant o mignoned islamour ! Evel en Iran dindan Khomeini !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

LA BAULE

« Euthanasie de masse et soins palliatifs : pourquoi combattre ? » : Eric Mercier à La Baule

Tempête solaire

Environnement

Coupures, désindustrialisation, canicules : le bilan contesté de la transition énergétique

Culture, Culture & Patrimoine

Trois adieux, La Frappe, Salvation, La Dernière patiente, The Good Sister, The Holy Boy, la sélection cinéma hebdo

Environnement

Loto du patrimoine 2026 : six sites bretons parmi les 100 projets départementaux retenus

Animaux

Journée mondiale des premiers secours : sauriez-vous réagir si votre chien ou votre chat avait besoin de vous ?

Economie

Comptes bancaires à l’étranger : ce qui change pour les résidents de l’UE en 2027

Economie, Tribune libre

Sur la dette, on dit tout…sauf l’essentiel ! [L’Agora]

Santé

BioNTech interrompt l’essai clinique de son vaccin ARN messager contre le cancer colorectal

voile_islamique_laicite

Sociétal, Tribune libre

Le voile islamique, symbole de l’hypocrisie politique française

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : ur petision a-enep an disurentez e kreiz-kêr

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Brest : lakaat tan en un den evit 1500€…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Felger : 18 vloaz, serret o vleniañ ur c’harr-tan laeret

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : etre 13 ha 15 vloaz, ar re-se o deus « kodoù ar street »

Découvrir l'article

A La Une, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Pembo (Bro Raez) : ur gward-maezioù, a-benn ar fin !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : kirri-tan pulluc’het, tud er ranndi, fuzuilhadeg er straedoù…

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Société

Hezin-ar-Mengleuzioù (44) : ar maer kunujennet, un termaji kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, LANNION, Local, Société

Tregastell, Pleuveur-Bodoù : ar vostorc’herion a zo arruet !

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Ur vandennad a skrape tud e Breizh ! Tri den ganet e Roazhon, Sarcelles hag er C’homor serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

E Gwenrann, savadur an dramm

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.