D’ar 24 a viz here e c’hello ar Vretoned kar-o-bro lenn al levr « K Barré, la lettre interdite » diwar-benn ar c’hK barrennet, skrivet gant Yann Riou ha Jacques André (Locus Solus embannadurioù).
Evel an Ñ pe ar C’H, ar K barrennet a zo ul lizherenn arouezek, ur simbol eus ar brezhoneg. Ha marteze eo ar K-mañ ur lizher ispisialoc’h eget ar re all rak n’eus ket nemet e testennoù pe enskrivadurioù brezhonek ha latin eus ar c’hrenn-amzer e vez implijet anezhi.
Hag abaoe pell e vez graet gant ar sapre K barrennet-mañ en hor yezh ah betek en anvioù familh, setu ar pezh a zispleg Yann Riou ha Jacques André hag o deus heuliet an drol a lizherenn-mañ a-hed ar c’hantvedoù, en dielloù ha war ar c’hartoù kozh.
Ul levr a-bouezh evit kompren gwelloc’h istor Breizh hag istor ar Vretoned hag o sevenadur.
Illustration : Locus Solus
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine