Tan ha mil gurun an diaoul ‘ba An Oriant : ‘ba ur c’hlas divyezhek CM1-CM2 n’eus ket mui mestr a ouia berton dibaoe mizioù ! ‘ba skol Nouvelle Ville e c’hoarvez an dra-se ha fuloret eo tud ar vugale kar dibaoe mizioù e vez klevet galleg hep ken get o c’hrouadurion. D’ar meurzh 6 a viz genver e oa tolpet tud ha bugale a-zirak ar skol get pañkartoù aveit reklem e vehe kavet penn doc’h lost d’ar gudenn. Àr galv Div Yezh An Oriant e oa daet an dud. Gaël Briand, kuzuliour-kêr UDB, a oe gete aveit o souten.
Ha rezon o deus an dud da vout fuloret aze : Dibaoe an distro-skol eh eus bet 7 mestr pe mestrez a-zirak o c’hrouedurion ! ‘Ba mare-mañ eo daou erlerc’hier a zo é gober skol.
Reklem a ra an dud e vehe anvet ur skolaer stabil ha brezhonegour st’èl m’emañ skrivet er lezennoù, ‘ba hini Molac da gentañ tout.
Mechal penaos e c’hello an dud bout intereset get seurt skolioù divyezhek atav etre ar c’hrog hag an diskrog, ma vez cheñch-dicheñch an traoù, mestroù hag all ha ma ne vez ket klevet berton get ar vugale dre ziouer a skolaer. Ha, pa vo kavet unan, peseurt doare brezhonegour a vo kaset d’an Oriant ? Unan a ouia berton ar vro, berton Bro Gwened pe ur Roazhonad bennak ? Amañ emañ an dalc’h ivez. E-lec’h klask digeriñ skolioù partout, mechal mar vehe ket gwelloc’h stabilaat ar re a zo anezhe dija, get mestroù intereset get o micher ha n’eo ket tud yaouank a faotañ dezhe diskregiñ diàr forzh peseurt abeg.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.