Abaoe 2021 ez eus ur filierenn divezhek brezhoneg-galleg e skol bublik ar C’houerc’had, e Bro-Dreger. Hogen, bez ez eus muioc’h a vugale er c’hlas nemeti ma vez desket brezhoneg d’ar mintin. 21 bugel a zo, eus Ar C’houerc’had evel just met ivez eus kumunioù tost. Ar gelennerez a oar brezhoneg evel just met ivez ar skoazellerez, ha se zo un dra ouzhpenn evit ar vugale, evit kalite an deskadurezh a vez roet dezhe. Ar pezh zo, ar skipailh a ziv vaouez a zo e karg eus eizh live ! Eizh live a dalv eizh kentel matematik bemdez, eizh kentel brezhoneg, eizh kentel skiantoù an douar, hag all evit ar gelennerez. Dibosubl eo da gaout kement a labour war an hir dermen evit ur c’helenner nemetken !
Ar skipailh pedagogel, tud ar vugale met ivez ar maer, Alan Garzuel, a reklem e vefe digoret un eil klas. D’al lun 15 a viz kerzu e oa bet pedet ar maer gant an ensellerez Laurence Drozdoff evit komz eus se.
21 bugel a oa er c’hlas betek-henn, ur 22vet hini en deus komañset e miz genver. Ma vez tizhet ar 25-26 bugel gant ar skol e vo digoret un eil klas, setu ar pezh a oa bet lavaret d’ar maer e miz kerzu.
Mankout a rafe 3 pe 4 bugel neuze. Evit ar re eus Bro-Dreger a fell dezhe e vefe komzet brezhoneg gant o bugel, setu arru eo poent kregiñ er pellgomzer pe er mail : [email protected]. 07 88 40 10 19 pe 06 72 46 37 66, pe Div Yezh Breizh : 02 56 35 51 21.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.