E Treogan, war marzhoù Penn-ar-Bed, tu Aodoù-an-Arvor, nepell eus Rostrenn eo bet serret Matthis Ternel, ar maer nevez ha toullbac’het kerkent. Diskred zo warnañ bezañ savet ur seurt sektenn a dud « dreist-speredek » ha palforset merc’hed a vefe dindan e dalc’h. Mui aferioù arc’hant war ar marc’had evel en holl sektennoù.
Evel just, hemañ a zo kontet didamall a-raok bezañ barnet.
Didamall pe kablus n’eo ket se ar gudenn evit ar mare. Ur prosez a vo hag e vo roet sklêrijenn deomp war an afer d’ar momed-se.
Da c’hortoz, ez eus un dra a strafuilh ac’hanon : penaos e c’hellas tud Treogan bezañ votet evit un den eveltañ ?
E penn al listenn e oa e vignonez. Eñ oa en eil plas. Gouzout a oare an dud e oa an daou-se asambles memestra ! Un den hag e zousig e penn ur gumun ken vihan, drol e oa, ‘gav ket deoc’h ? D’ar c’hentañ kuzul-kêr e anvas anezhi advaerez nemeti. E berr komzoù e oant deuet da vezañ roue ha rouanez Treogan !
27 vloaz eo ha hi 23, un tamm yaouank eo evit bezañ e penn ur gumun hep ma vefe ul louarn kozh o sikour gante memestra.
Met gwasoc’h zo : Matthis Ternel, ar maer, en doa en em brezantet evel « ijinour freelance ». Da lavaret eo e vefe emembreger pe en defe un embregerezh bennak evit gellet labourat. Pep hini a c’hell mont war lec’hiennoù internet evel societe.com pe pappers.fr da wiriekaat. Hogen, n’eus Matthis Ternel ebet marilhet evel « ijinour ». E Treogan n’eus hini ebet en defe soñjet mont da wiriekaat ar pezh a lavare ar c’houplad ?
Kar ne oa ket an daou labous a-orin eus ar vro. Arruet daou vloaz zo ne gomzent ket kalz ouzh an dud, hervez ar pezh a ouzer. Ne viras ket oute da brenañ tiez er gumun : c’hwec’h en holl ! Penaos e c’hell un « ijinour free-lance » a 27 vloaz hag ur studierez a 23 vloaz prenañ c’hwec’h ti e-korf daou vloaz ? Unan, daou lakomp met c’hwec’h ????
Lavaret eo bet e oa mall war tud Treogan « treiñ ar bajenn » en ti-kêr ha kaout ur skipailh stabil e penn ar gumun goude un aridennad a aferioù, siwazh setu unan nevez ! Met aze ez eus peadra da soñjal ez eus bet votet evit forzh piv ha forzh petra gant ar c’hant a dud.
Met n’eo ket tud Treogan ar re nemete o defe votet gant o zreid ha n’eo ket gant o fenn er votadegoù-kêr diwezhañ. E kumunioù all eus Breizh e oa tud drol, drol-tre, o vont war ar renk. Darn anezhe a zo bet dilennet evel kuzulier memes ha diaes eo kompren penaos e c’hellas tud kaout fiziañs enne. Tud o tont eus Paris pe eus ar Su, tud ha ne anavezont ket Breizh, tud o deus ur micher pe get. Gant ar spi ne vo ket gwelet anezhe war ar bajenn « darvoudoù liesseurt » deiz pe zeiz…
An « dejajism » ya, met lakaat forzh piv e plas ar renkad politikel kozh n’eo ket gwelloc’h ‘m eus aon.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
Une réponse à “Treogan : penaos e c’hell Bretoned votiñ war forzh piv ha forzh petra ? [L’Agora]”
Penaos e ra Brulu evit anavezet kement a zra diwar benn ar paotr-se…? Sur ‘m eus atav gwellet va zad o vont d’un emvod gant yann de Penfentenio pe an Ao de Kerlerek… ni edomp war ur bed all…pell pell ar bed heyou (hiriv)