Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Kaon (Bro zDinan) : ur “stal-levrioù emveret” a zo bet savet…

E Kaon, en Bro zDinan, zo bet savet ur stal-levrioù emveret gant ur strollad gaochisted. Evel just e vez kavet levrioù gaochist er stal-mañ ha n’eo ket oberennoù Patrick Buisson, peadra da vreinañ muioc’h c’hoazh ar sperejoù er vro-mañ hag a zo chomet pell eus cheñchamanchoù kevredigezhel ar c’hêrioù bras betek bremañ.

Met ar pezh a chal ac’hanon eo ar fed ne zeuomp ket a-benn, ni emsaverien idañtiter, da sevel seurt stal en ur gêriadenn bennak. E pep lec’h e Breizh pe e Bro-C’hall e vez savet kevredigezhioù, skolioù, stalioù, gouelioù gant ar gaochisted, dreist-holl war ar maez. Diwar netra peurvuian, ur c’hozh ti pe un tamm park bennak ha loc’het an traoù ! N’o deus ket ezhomm nag a arc’hant nag a subvensionoù, ober a reont pep tra o-unan. Goulenn a reomp sikour gant mignoned, gaochisted eus lec’hioù all hag asambles e stagont ‘barzh.

Perak ne vez ket graet ar memes tra ganeomp ? E kantonioù zo, dreist-holl e Breizh-Izel, n’eus ket mui stal-levrioù. E-barzh kêrioù zo n’eus ket mui tavarnioù zoken. Moaien e vefe deomp sevel ur boutik bennak hep tralalaleno, hep diskouezh sklaer omp idañtiter ha, mod-se, kaout ul levezon war ar c’horn-bro. Setu ar pezh a oa bet graet gant Ty Breizh e Gwerleskin pell zo met, evel an holl “tiez an identelezh” a zo da vezañ serret e Bro-C’hall er mare-mañ, e oa bet graet re a drouz gant tud Ty Breizh. C’hwezh an diaoul a oa gantañ abalamour d’ar brud fall degaset gant ar gaochisted, evel just.

Sevel stalioù, festoù pe kevredigezhioù didrouz war ar maez a vefe gwelloc’h ha spletusoc’h evit kant gouel doubl bras hag a sacho evezh ar gaochisted hag ar re a bleg dirazo. Traoù a zo anezho dija e lec’hioù zo ha n’eo ket bet klevet anv diouto na gant ar bed idañtiter na gant ar gaochisted. Ne vir ket outo d’ober ul labour tri e pep a barrez evit treuzkas hor mennozhioù breizhad hag idañtiter.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Kaon (Bro zDinan) : ur “stal-levrioù emveret” a zo bet savet…”

  1. N’eus ket tud yaouank “idañtiter” brezhonegerien, setu aze ! Dezho e vije kregiñ e-barzh. Kabestret gant ar c’haochisted tachennoù ar c’hultur, ar mediaou, ar skolioù ar politikerezh ha zoken ar relijion. Ne chom d’am soñj nemet hini ar familh hag ar stourm pro life. Setu perak n’em eus ket divodet “Emglev An Tiegezhioù”.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Société

Bro-Euskadi spontet goude ur muntr eus ar grisañ

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled (Bro Gwinieg Naoned) : an Termaji a c’hwibe ar re gozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Zemmour e Korsika : ur spered digor pe digoroc’h war ar “c’hraf korsad”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Bro Felger : daou strollad c’hoariva laeret

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Local, Société

Brest : ar roumanian a zo diskred warnañ “gweladenniñ” an burevioù-butun a chomo en toull-bac’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

“Go woke go broke” : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Taolioù kontell e Luzevieg (44) : an den “gwazh eus komzoù gouennelour” kondaonet

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky