Naoned : un taol kontell evit ket ha netra

E Naoned e oa bet kontellet un den yaouank d’ar 7 a viz gwengolo 2024. Evit ket ha netra. Tro 5e15 beure e oa yaouankizoù o vutunañ trankilik nepell eus un toull-noz. A-daol-trumm e tegouezhas ur strollad a dud a oad gante. Goulenn a rejont gant an daou zen hag o doa « gwelet div blac’h o tremen ». Unan eus ar re-se a oa nerzhus, tagus. Hep tamm abeg ebet e tapas krog en e gontell hag e kontellas unan eus an daou vutuner, ur studier.

Hag eñ gloazet. Gwad o rouilhañ. En ospital e vo adwriet. 6cm a ledander ha 3cm a zonder e vo e c’hloazadenn memestra.

D’ar 16 a viz gouere e oa prezantet ar c’honteller d’ar barner e Naoned. Un animatour evit ar vugale eo eñ. Ne oar ket perak en deus graet se. Hervezañ en defe ar studier en em chetet « e-unan » war e gontell e-kerz un taol bec’h. Met ne don den ebet gantañ.

War a seblant en doa « aon » abaoe miz kar un taol boutailh en doa paket war e benn miz a-raok. Siwazh dezhañ e oa anavezet gant ar justis dija. Un afer a feulster en tram e 2021…

A-benn ar fin e vo kondaonet da c’hwec’h mizvezh gant goursez. Da lavaret eo etre ket ha netra.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Naoned : un taol kontell evit ket ha netra”

  1. Yann dit :

    Gouenn ar gontell ?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kenstrivradeg danevelloù : ha prest oc’h da skrivañ e brezhoneg war dodenn ar « c’hoad » ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Ha c’hoant ho peus da zeskiñ kerneveureg ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, LORIENT, Société

An Oriant : ur skol divyezhek etre ar c’hrog hag an diskrog

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Penc’herieg (44) : muioc’h-mui a diez laeret !

Découvrir l'article

BREST, CARHAIX, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Ar familh Caro dirak al lez-varn evit difenn anv-bihan o mab : Fañch

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Social, Société

E Sant-Pêr-Raez, ur preti en deus fardet ha profet ur « soubenn gengred » d’an 31 a viz kerzu

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Sociétal, Société

Tangwall Crans-Montana : « Wesh », « Wallah », videoioù war-eeun ha « selfies dirak ar reuz

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Penaos e c’hell ur Breizhad kar-e-vro votiñ evit LFI ? [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Société, Vie Pratique

Goude ar gouelioù, ur banne Kefir bemdez evit kavout ar yec’hed

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.